Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
NDBF
GBAHE

Variantes historiques ou dialectales attestées : 
1
Afficher les variantes

Définition :  Masquer la définition

I. H.b. Hollad ar perzhioù dibar a c'haller diwarno lakaat kemm - war-bouez sellet - etre ub. hag an dud all, udb., ur rummad traoù hag an traoù, ar rummadoù traoù all. Anavezout ub., udb. diouzh e neuz. Neuz a oa war an den-se da vezañ brezelour. Distreiñ d'e wir neuz. [1878] Laouen e oant, da vihanañ, ha, dioc’h an neuz anezho, e oa fouge enno o vezañ deuet, ken aes ha ker brav, a-benn eus o zaol. & (db. an dud, al loened) Neuz korf : hollad ar perzhioù diforc'h zo da gorf ub., ul loen. Anavezout ul loupard diouzh ur jagoar diouzh o neuz korf. DHS. doare, stumm, tres. II. B. A. 1. Doare diavaez a weler, a verzer eus udb., ub. Neuzioù liesseurt ar bed. Diouzh an neuz anezho e oa fouge en dud-se. & Trl. Un neuz fall en deus an tan : ne ziskouez ket deviñ mat. & Gwiskañ un neuz : dont an neuz-se warnañ. Ar sevenadur keltiek zo unan eus an neuzioù a wiskas sevenadur an Hanternoz. DHS. stumm, tres. 2. (db. an dud) Kaout un neuz glac'haret, un neuz drouk. Neuz kaer : doare un den seven, en em zalc'h brav. Neuz vat : doare un den a-zoare, a c'haller kaout fiziañs ennañ. Un neuz vat a zen. Neuz fall : doare un den a vez disfiz outañ. & Dre verr. Doare un den, tud a-zoare, kempenn, seven, mistr. Un den a neuz. Dougen ur sae gant neuz. Souezhet e oa o welet koulz neuz en un ti bihan ken paour. DHS. struj. & (db. an traoù) Kaout neuz : bezañ brav da welet. 3. Trl. Bezañ neuz an enkrez war dremm ub. : bezan doare gantañ da vezañ enkrezet. & Bezañ krog d'ober neuz fall : mont da fall. & N'ober neuz ebet : na ziskouez petra eur mennet d'ober. & Mont da neuz : mont da fall, da get. & Kas da neuz : kas da get. B. Dre ast. 1. Ampartiz, tu. N'en deus neuz ebet da labourat. HS. stumm. 2. (en e furm lies) Neuzioù fall : ardoù fall. Emañ c'hoazh oc'h ober e neuzioù fall. III. Trl. OBER (AN) NEUZ (DA) OBER : ober van. Neuz a rit da zebriñ. Ober neuz mont da labourat. & Ent krenn Evit ober neuz n'eo ket. & Ober udb. diwar neuz : e ober diwar-c'horre, oc'h ober van.

Exemples historiques : 
65
Masquer la liste des exemples

ober neuz

1659
Référence : LDJM.1 pg feindre

neuz

1659
Référence : LDJM.1 pg façon, grimace

ober neuz studiañ pe man

1659
Référence : LDJM.1 pg (faire) semblant (d'estudier)

neuz

1659
Référence : LDJM.1 pg feinte, mine

ober neuzioù fall

1732
Référence : GReg pg grimacer (faire des grimaces)

neuz

1732
Référence : GReg pg apparence

neuzioù fall

1732
Référence : GReg pg grimace (laide contorsion du visage, p.)

ober neuz

1732
Référence : GReg pg feindre (prendre des apparences, faire semblant)

leun a neuzioù fall

1732
Référence : GReg pg grimacier (-e)

n'en deus ket an neuz memes eus ar vertuz

1732
Référence : GReg pg apparence

graet neuzioù fall

1732
Référence : GReg pg grimacer (faire des grimaces, pp.)

neuz fall

1732
Référence : GReg pg grimace (laide contorsion du visage)

hep neuz ebet

1732
Référence : GReg pg (sans) feinte

neuz

1732
Référence : GReg pg feinte (apparence, déguisement)

mont da neuz

1732
Référence : GReg pg (tomber en) decadence

neuz

1732
Référence : GReg pg feinte (apparence, déguisement)

gober ne, gober an ne

1732
Référence : GReg pg feindre (prendre des apparences, faire semblant)

livirit-eñ din hep neuz ebet

1850
Référence : GON.II pg neûz

mont da neuz

1850
Référence : GON.II pg neûz

mont da neuz

1850
Référence : GON.II pg neûz

neuz fall

1850
Référence : GON.II.HV pg neûz (-fall)

neuzioù fall

1850
Référence : GON.II.HV neûz (-fall)

na rit ket a neuzioù-fall

1850
Référence : GON.II.HV pg neûz (-fall)

neuz gaer

1850
Référence : GON.II.HV pg neûz (-gaer)

gant neuz vat o deus va degemeret

1850
Référence : GON.II.HV pg neûz (-vâd)

neuzioù kaer

1850
Référence : GON.II.HV pg neûz (-gaer)

hep ober neuz vat da zen ebet

1850
Référence : GON.II.HV pg neûz (-vâd)

neuz

1850
Référence : GON.II pg arvez, né, neû, neûz

Ober a ra neuz da zibriñ.

1850
Référence : GON.II p.96, livre second, "Il fait semblant de manger".

neuz

1850
Référence : GON.II pg né, neûz

neuz

1850
Référence : GON.II pg neû, neûz

neuz vat en deus

1850
Référence : GON.II pg neûz

neuz a ra da ouelañ

1850
Référence : GON.II pg neûz

Sklaer e lagad, en ur werenn / Gwin all, gant neuz da vezañ mat, / A voe lipet dioc'htu : pep hini a c'houlenn / Anezhañ da evañ ; / Ober an dro a ra.

1867
Référence : MGK p39

Ar re-se [a] oa an dud o doa c’hoant d’en em ruilh er pec’hedoù hudur ha da heuliañ c’hoantegezhioù fall o c’halon, pe d’en em binvidikaat diwar-goust an ilizoù, ar c’houentoù hag an noblañsoù, en u[l] laerezh o leveoù, pe en ur ober an neuz d’o frenañ en ur baeañ anezho an dekved, da hirañ, eus ar pezh a dalvezent.

1877
Référence : EKG.I. p.43-44

Ur guchenn soudarded, hardishaet o welet hag o klevet o c’habiten, a [z]euas, d’o zro, d’e gaout, o c’hlezeier en-noazh ganto ha savet a-zioc’h e benn : — D’an daoulin, Feburier ; dizolo da benn, emezo, en ur ober an neuz da skeiñ warnezhañ.

1877
Référence : EKG.I. p.185

Den nad ae war-dro an iliz, nemet a-wechoù unan bennak da c’hoarzhin pa wele Loull ar Bouc’h, mezv-mik-dall, bec’h dezhañ o chom en e sav, oc’h ober an neuz da esa lavaret an oferenn.

1877
Référence : EKG.I. p.87

Laouen e oant, da vihanañ, ha, dioc’h an neuz anezho, e oa fouge enno o vezañ deuet, ken aes ha ker brav, a-benn eus o zaol.

1878
Référence : EKG.II p.79

Diouzh an avel, neuz ha red ar c’houmoul, stuz an neñv noz ha beure, liv an heol ha doare al loar, e ouient diouganiñ an amzer.

1923
Référence : SKET p.39

An Hini eo na anavezer nag e reizh, nag e ouenn, nag e neuz, an Hini n’en deus na tad na mamm, na kar na par, an Hini n’eo bet engehentet biskoazh ha n’anavezo ket an dremenvan, an Hini n’en deus na derou na diwezh hag a reer anezhañ, pa na ouvezer anv a-hend-all, Guton « a beder », Uxamon pe Uxellimon « an uhelañ-holl », Bitumon « an holl-bad-dreist ».

1923
Référence : SKET p.27

Kriskiñ a rejont ha, dre ma kreskent, e teue disheñvel neuz d’o c’hengarantez.

1923
Référence : SKET p.41

Hogen, disheñvel eo houmañ diouzh eben, gant neuz ur verc’h a ouenn Vanos a roont dezhi : mentek, ruzjod, glaslagad, aourvlev.

1923
Référence : SKET p.100

Dirak an teir gwerc’hez e vougjont tan o selloù, e lakjont dalc’h ha poell en o c’homzoù hag e voe an neuz anezho azaouezus ha sentus.

1923
Référence : SKET p.101

Deut a-damdost ar voull-dan, e welas anezhi o treiñ neuz : daouhanteriñ a reas evel ur graoñenn hag e teuas er-maez anezhi un den yaouank mentek, blev lugernus dezhañ, kaer nemet taer e gened, a lakeas e droad er ribl-mor.

1923
Référence : SKET p.111

Ac’hano e teu ma ra al lennegezh homerek gant ar ger kasiteros « staen », neuz keltiek dezhañ (1), hag e veneg an Oduseia nozioù berr ha damsklaer hanternoz enez-Vreizh [...].

1923
Référence : SKET p.146 "Taolenn-amzeroniez evid istor ar Gelted".

Ar Marv, emezañ, a zo un aerouant euzhik ha ferv, dezhañ neuz un den, pigos un erer, ur blevad naered hag un divskouarn marc’h.

1924
Référence : SKET.II p.45

A-enep neuz fall ar Sueved, Rev. des Et. anc. 1920, p. 106

1924
Référence : SKET.II p.67, Notenn 1

Ez disgwel pe en em wisket e neuzioù tud pe e spezoù loened, dalc’hmat e vezont red-dired dre ar bed, ha n’eus tra kuzhet outo.

1924
Référence : SKET.II p.29

Kerkent ha stoket e dreid da zouar an enezenn en doa Kênos distaolet a-ziwar e gerc’hen e bourc’h a c’hwibon hag addeuet d’e neuz reizh.

1924
Référence : SKET.II p.8-9

Hag o-daou, ar barner hag e gazeg, o sevel ar c’hra, met ne oant ket en o jeu, neuz ebet ne rae Bidoullig, hag ar barner, pa wele e gazeg o plegañ, o hijañ he divskouarn, droug enni, a hije ivez e benn.

1924
Référence : BILZ1 Niv. 43-44, p.1032 (Gouere-Eost 1924)

E-pad m'edomp a-zevri gant hol labour hag o varvailhañ, unan ac'hanomp hor-seizh a c'harmas : "22 !", ha raktal ar c'hwec'h all a vanas war-dav hag a reas an neuz da drevellat gwashoc'h eget biskoazh

1929
Référence : SVBV p6

E-pad m'edomp a-zevri gant hol labour hag o varvailhañ, unan ac'hanomp hor-seizh a c'harmas : "22 !", ha raktal ar c'hwec'h all a vanas war-dav hag a reas an neuz da drevellat gwashoc'h eget biskoazh. Holl e ouiemp mat-tre - bep a dammig skiant hor boa prenet e stal delt an demezell Warandero a Doullarc'hwen - peseurt ster en doa ar youc'h "22 !".

1929
Référence : SVBV p6

ne

1931
Référence : VALL pg air (apparence ; V.)

diwar neuz

1931
Référence : VALL pg (par manière d')acquit

neuz

1931
Référence : VALL pg air (apparence), apparence, aspect

neu

1931
Référence : VALL pg air (apparence ; T.)

Neuzioù an torosennadur eo ar pezh a anavezomp an nebeutañ : war an douar e welomp anezho ; bez' e c'hellomp merkañ war ar c'hartennoù uhelder al lec'hioù uhelañ ; dindan ar mor ne c'hellomp merkañ nemet an donder kavet e lec'h pe lec'h ; n'ouzomp ket ha n'eus ket ur menez o sevel e-kichen al lec'h ma 'z eo kouezhet ar plom.

1943
Référence : TNKN p12

He brozh, stegnet pervezh war he digroazell hag he morzhedoù leun, a ziskenne betek hanter kofoù he divhar o neuz flour, un hoal.

1949
Référence : SIZH p.66

Kuit da vezañ sammet a ziskred, a reuz, / Gwell e vefe, d'am meno, ober an neuz / Da soublañ d'al lezenn, da godianañ, / Evit mad hor c'hristenien da vihanañ.

1960
Référence : PETO p18

Teñval eo e benn ha koshaet kalz e neuz.

1960
Référence : PETO p27

Betek neuze ne oan bet gwech ebet pelloc'h eget an Naoned war an tu-se; setu ma welis en tu-hont d'ar gêr-se, ar vro o kemer un neuz estren evidon gant he gwiniegoù ha dreist-holl gant he zoennoù plat teol ruz, arvestoù ha ne oa ket gwall voas va daoulagad outo.

1985
Référence : DGBD p9

Ar re a geje ganto, e-pad o baleadennoù Sul, a gonte ne gomzent ket, o doa an neuz da enoeiñ start, ha disammet e vezent, anat, pa spurmantent ur c'heneil, a gevarc'hent gwrezek.

2012
Référence : DJHMH p10

Sed ma wiskas e vegoù-tour nevez-flamm gant neuz hini ar Pont ha ma tapas gantañ bezañ feal ouzh ar mennad orin.

2013
Référence : LLMM Niv. 399, p. 20

Ha war un dro e welan Katerina o wiskañ un neuz nec'het.

2015
Référence : EHPEA p64

Ar plac'h en degemer a daol ouzhomp ur sell kurius hag enep war un dro hag a c'hortoz, diseblant he neuz, ma tostaimp outi.

2015
Référence : EHPEA p40

L'Office public de la langue bretonne

Réseaux sociaux