neuz
ober neuz
neuz
mont da neuz
ober neuz
neuz fall
Ar re-se [a] oa an dud o doa c’hoant d’en em ruilh er pec’hedoù hudur ha da heuliañ c’hoantegezhioù fall o c’halon, pe d’en em binvidikaat diwar-goust an ilizoù, ar c’houentoù hag an noblañsoù, en u[l] laerezh o leveoù, pe en ur ober an neuz d’o frenañ en ur baeañ anezho an dekved, da hirañ, eus ar pezh a dalvezent.
An Hini eo na anavezer nag e reizh, nag e ouenn, nag e neuz, an Hini n’en deus na tad na mamm, na kar na par, an Hini n’eo bet engehentet biskoazh ha n’anavezo ket an dremenvan, an Hini n’en deus na derou na diwezh hag a reer anezhañ, pa na ouvezer anv a-hend-all, Guton « a beder », Uxamon pe Uxellimon « an uhelañ-holl », Bitumon « an holl-bad-dreist ».
E-pad m'edomp a-zevri gant hol labour hag o varvailhañ, unan ac'hanomp hor-seizh a c'harmas : "22 !", ha raktal ar c'hwec'h all a vanas war-dav hag a reas an neuz da drevellat gwashoc'h eget biskoazh. Holl e ouiemp mat-tre - bep a dammig skiant hor boa prenet e stal delt an demezell Warandero a Doullarc'hwen - peseurt ster en doa ar youc'h "22 !".
neu
neuz
diwar neuz
Neuzioù an torosennadur eo ar pezh a anavezomp an nebeutañ : war an douar e welomp anezho ; bez' e c'hellomp merkañ war ar c'hartennoù uhelder al lec'hioù uhelañ ; dindan ar mor ne c'hellomp merkañ nemet an donder kavet e lec'h pe lec'h ; n'ouzomp ket ha n'eus ket ur menez o sevel e-kichen al lec'h ma 'z eo kouezhet ar plom.
He brozh, stegnet pervezh war he digroazell hag he morzhedoù leun, a ziskenne betek hanter kofoù he divhar o neuz flour, un hoal.
Betek neuze ne oan bet gwech ebet pelloc'h eget an Naoned war an tu-se; setu ma welis en tu-hont d'ar gêr-se, ar vro o kemer un neuz estren evidon gant he gwiniegoù ha dreist-holl gant he zoennoù plat teol ruz, arvestoù ha ne oa ket gwall voas va daoulagad outo.
Ar re a geje ganto, e-pad o baleadennoù Sul, a gonte ne gomzent ket, o doa an neuz da enoeiñ start, ha disammet e vezent, anat, pa spurmantent ur c'heneil, a gevarc'hent gwrezek.
Sed ma wiskas e vegoù-tour nevez-flamm gant neuz hini ar Pont ha ma tapas gantañ bezañ feal ouzh ar mennad orin.
Ha war un dro e welan Katerina o wiskañ un neuz nec'het.
Ar plac'h en degemer a daol ouzhomp ur sell kurius hag enep war un dro hag a c'hortoz, diseblant he neuz, ma tostaimp outi.
Gerioù a-raok
Gerioù da-heul
neuz-dalc'h