Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Définition :  Masquer la définition

1. Hep termal, hep kemer dale. Mont, respont prim. & Mont prim : ober udb. buan. Re brim ez it ganti. & Ober prim : hastañ buan. & Tr. adv. Prim ha brav : buan ha mat. 2. En un doare feuls. Pakañ prim ub. dre e zivskoaz. 3. A-daol-trumm. Brav e oa an amzer ha, prim, ur barrad glav. [1954] Met gwellañ tra 'oa, ken prim all e torre d'he glac'har.

Exemples historiques : 
21
Masquer la liste des exemples

prim

1659
Référence : LDJM.1 pg soudain

prim

1732
Référence : GReg pg diligemment

e prim

1732
Référence : GReg pg diligemment

Edo er c’hiz-se e-kreiz an hent pa glevas, o tiskenn eus a gostez ar C’hozhvarc’had, un den hag a valee prim, evel diwar nij, digor e zivesker, ramp gantañ, dibreder ha skañv e droad, ur penn-bazh en e zorn hag e wentle a-zindan e vrec’h, o vont en tu bennak da glask pemp gwenneg d’e zervezh.

1877
Référence : EKG.I. p.131

Alo ! Loull ar Bouc’h, mard eo c’hwi a zo aze, savit buan eus a-douez ar foenn ha deuit amañ, e-kreiz, d’am c’haout, el lec’h ma c’hellin ho kwelet, ha deuit prim ha dichipot.

1877
Référence : EKG.I. p.141

Ur wech c’hoazh, va breur ker, / Saveta da ene : / Heuilh Iliz hor Salver, / Ha dilez prim da le, / Mammenn eus da zizeur / Ha da zaonedigezh, / Ha kevret dizeur ar bobl kaezh.

1878
Référence : EKG.II p.249

Ha Vindosêtlos kerkent ha mouchañ e zaoulagad gant e zorn, gorren prim e horell, treiñ kein d’ar prad ha tec’hout dre ar c’hoad !

1924
Référence : SKET.II p.34

— Savit prim, va breur, savit en ho sav ! eme ar breur henañ.

1925
Référence : BILZ2 p.117

- « Jezuz Dios ! » Ur c'hwenenn !... Sevel a reas prim he broz (sic) du, hag hi d'ober ur skrab trumm d'he glin dehou, an hini tostañ d'al lean. Noazh ha gwenn e oa ar c'hofkar (sic, ar c'hof-gar), neuziet-blot. Difoupat a reas ar gwad da benn ar paotr, ha dont a reas ruz betek e c'houzoug, dre ma stoue e valvennoù gant elevez.

1949
Référence : SIZH p.43

Deut e oa bremaik ar breur Celestino war vegoù e dreid, a-dreñv e gein, ha, prim, en doa houpet e genvreur dre an dargreiz.

1949
Référence : SIZH p.47

Kaset he devoa beg he bizied mistr divaneget d'he muzelloù, hag o astennet davetañ goude-se, prim.

1949
Référence : SIZH p.46

Da serr-noz, ne oamp ket c’hoazh a-wel d’ar gêr Orleans-Nevez pa freuzas ar C’hleber ul lestr-karg bras tanfoeltret ouzh e staoñ gant red an dour, ken feuls ha ma vez eno, ha setu troc’het ganimp ar vag en daou damm, ken prim, ken ouesk, ha ma vije bet ur c’houign amann pe ur vlonegenn.

1954
Référence : VAZA p.101

Ha va c’hemener mac’hagnet da lammat er porzh ken prim hag ur bleiz e vefe sanket dezhañ ur skod-tan dindan e lost.

1954
Référence : VAZA p.30

Emañ an horolaj o paouez tintañ un eur goude hanter-noz [hanternoz] ; digor eo war hec’h hed dor ar gambr ; krenañ a ra ur goulou e-tal ar gwele ; gwelout a ran va mamm, kizennoù he blev melen-aour peget gant ar c’hwezhenn [sic, c'hwezenn] ouzh he zal, he daoulagad ken glas, ken bev gwechall, ha bremañ dilufr, sanket don en o foull, hag ur struj warni, va Doue ! gwennoc’h eo eget ar goarenn wennañ ; perak eo deut da vezañ kastiz ha da goazhañ ken prim ?

1954
Référence : VAZA p.45

Kaoz a savas d'ober din mont kuit diouzh ar c'hloerdi ha dibab ur vicher, din da vezañ ar primañ gwellañ e-tailh da c'honit va bara.

1954
Référence : VAZA p.63

Gwell [Gwall] brim d’am meno e tremenas va bloavezh « diskuizhañ ».

1954
Référence : VAZA p.77

Met gwellañ tra 'oa, ken prim all e torre d'he glac'har.

1954
Référence : VAZA p.12

Lamm dezhañ prim a-stok e gein !

1960
Référence : PETO p51

Eus ho kenoù 'tenn ar bara ; / Tremen mall eo en diskarañ. / E rouantelezh ar gozed, / E tlefe prim bezañ klozet.

1960
Référence : PETO p30

Kerkent hag aet e karg, an eskob nevez / D'ar Pab a skrivo prim, gant kalz elevez, / Da reiñ ar c'heloù, met, gant difenn ha berz / Da c'houlenn nep galloud na gwir eus e berzh, / Daoust ma'z eo er bed ar Pab vikel Doue, / E Bro-C'hall, araozañ, 'tremen ar Roue.

1960
Référence : PETO p16

Yaouankik on ha n'eo ket hir / Ma skiant-prenet, evit gwir ; / Ur ger, avat, diwar ma fed, / A lârin daoust ha ma 'z eo pred / Deoc'h prim ac'hann redek da guzh / Pa gerzh an amzer ha pa uz.

1960
Référence : PETO p.59

L'Office public de la langue bretonne

Réseaux sociaux