prim
prim
Kaset he devoa beg he bizied mistr divaneget d'he muzelloù, hag o astennet davetañ goude-se, prim.
- « Jezuz Dios ! » Ur c'hwenenn !... Sevel a reas prim he broz (sic) du, hag hi d'ober ur skrab trumm d'he glin dehou, an hini tostañ d'al lean. Noazh ha gwenn e oa ar c'hofkar (sic, ar c'hof-gar), neuziet-blot. Difoupat a reas ar gwad da benn ar paotr, ha dont a reas ruz betek e c'houzoug, dre ma stoue e valvennoù gant elevez.
Deut e oa bremaik ar breur Celestino war vegoù e dreid, a-dreñv e gein, ha, prim, en doa houpet e genvreur dre an dargreiz.
Met gwellañ tra 'oa, ken prim all e torre d'he glac'har.
Ha va c’hemener mac’hagnet da lammat er porzh ken prim hag ur bleiz e vefe sanket dezhañ ur skod-tan dindan e lost.
Emañ an horolaj o paouez tintañ un eur goude hanter-noz [hanternoz] ; digor eo war hec’h hed dor ar gambr ; krenañ a ra ur goulou e-tal ar gwele ; gwelout a ran va mamm, kizennoù he blev melen-aour peget gant ar c’hwezhenn [sic, c'hwezenn] ouzh he zal, he daoulagad ken glas, ken bev gwechall, ha bremañ dilufr, sanket don en o foull, hag ur struj warni, va Doue ! gwennoc’h eo eget ar goarenn wennañ ; perak eo deut da vezañ kastiz ha da goazhañ ken prim ?
Kaoz a savas d'ober din mont kuit diouzh ar c'hloerdi ha dibab ur vicher, din da vezañ ar primañ gwellañ e-tailh da c'honit va bara.
Gwell [Gwall] brim d’am meno e tremenas va bloavezh « diskuizhañ ».
Ha ken klok, ken brav e sache ar wazed a nerzh korf war fust ar roeñvoù ma skare ar gale kalz primoc’h eget na ruilhfe ur ganetenn war ar skorn, ha ma vanjomp bamet, krog ennomp ar c’hoant strakal daouarn en ur sellout outo.
Hogen ne ouiemp ket se kent na voe roet pleg dimp da dostaat outañ, mar ruz ar vrud vat war he c’hrabanoù, an hini fall a red primoc’h ha pelloc’h eget ur c’had.
Evel boaz, rankout a reas Frederig amwelout ar strollad ha gant e zivhar karv-raden ez eas ken prim hag ul luc’hedenn eus an eil regennad vartoloded d’eben, e doare ma voe ret da Fallières piltrotat war e lerc’h, e-giz ur voullig laosket da ruilhal war ar pont, kement ha ken bihan ma ’z oa tenn warnomp gant ar fent, ha mil aon hor boa rak daoudortañ da c’hoarzhin dirak ar paourkaezh Tad kozh.
N’en devoa ket hanterzistaget e gomz ma lammas e-maez va jeneraled primoc’h eget tud o skarañ da lazhañ un tangwall, ha todilhon a raent, m’hen tou, gant ar sabrinier hag an hernach all e-pign outo !
Dre vevañ e Rusia, e teuis prim da c’houzout ne talve ar fardach-se nemet da zaoubenniñ ha da varitellañ an dudigoù direbech ar re ne vez ezhomm ebet da ziwall diouto.
Diwar neuze e krogas da vesteodiñ… ya… skoet e vez gant an namm-se adal ma tegouezh dezhañ kejañ gant tud ne vez ket kustum diouto. Met gwelout a reot, Aotrou, seul dommoc’h en em rayo diouzhoc’h ha seul brimoc’h e tremeno dezhañ ; a-raok pep tra e tleen evelkent kemenn deoc’h e pe stad emañ va bugel paour, betegouzout na vefec’h souezhet gantañ ar wech kentañ.
A-hend-all, gant m’o divije c’hoant da c’hounit o zammig kreun, arabat e veze d’ar re ar seurt ganin, nevez-zegouezhet e Moskov, menel kuzhet evel ur minoc’hig aonik en o zoull ; ezhomm o deveze da skeiñ dao-dao war an tomm ha d’ober bruderezh ar primañ gwellañ.
Bez ’oa e Landreger un trenig fentus a rampe ken prim hag ur vaot, met gant un talabao fromus war-du Ploueg.
Ha pa grogen da grediñ e kavjen primoc’h an tu da gimiadiñ diouzh va skeud eget diouzh an dienez, e tiskennen izeloc’h c’hoazh, dre ma ’z ae va c’halon war vihanaat.
Gerioù a-raok
Gerioù da-heul
prim