Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

Buan-tre. En em wiskañ prim-ha-prim. Retorn prim-ha-prim d'ar ger. Lakaat ub. prim-ha-prim war e du. [1954] D’an diwezh, c’hoari a rejomp ur pezhig berr desket prim-ha-prim, « Le gendarme est sans pitié » pe un dra bennak evel-se.

Skouerioù istorel : 
4
Kuzhat roll ar skouerioù

D’an diwezh, c’hoari a rejomp ur pezhig berr desket prim-ha-prim, « Le gendarme est sans pitié » pe un dra bennak evel-se.

1954
Daveenn : VAZA p.86

Words, words, words ! eme Hamlet, ha re ar gaouiad-mañ a oa evel gerioù skrivet prim-ha-prim war un traezh skubet gant an avel-vor.

1955
Daveenn : VBRU p.15

Netra aesoc’h, kwita, eget redek da gerc’hat un test all e-touez ar Vignoned en Iliz ; nann da !... kavout a rae marteze d’ar beskoñsul Kuniot e oamp deut un tammig diwezhatoc’h eget ne voe bet divizet, pe moarvat mall ’oa gantañ plediñ prim-ha-prim gant tudigoù eveldomp-ni, ha marteze all ne bade ken gant ar boan, a-drugarez d’ur bramm a-dreuz na ouie ket ervat dre be penn strakal e-maez rak ur c’hac’her diaes, pa lavaran, e oa an drask-se !….

1955
Daveenn : VBRU p.53

Dirak burev an atersadurioù e talc'homp kuzul prim-ha-prim ha divizout a reomp mont dezhe evel fliked.

2015
Daveenn : EHPEA p107

Ofis publik ar brezhoneg