Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Gerioù kar :
0

Stummoù pleget : 
7
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. doare./stn A. (db an dud) 1. [1659, 1732, 1931] A ya war an ober hep termal, hep tamm dale. Bezañ prim en e labour. Bezañ prim da ober udb. : e ober hep termal. 2. A ya buan e fulor, feuls. Prim eo hennezh, un taol kerkent hag ar gomz. 3. [1499, 1931] Pizh, skragn. Un den prim. B. (db. an traoù) 1. Na vez tamm dale gant e wered. Ur pistig prim. 2. [1972] Trumm. Stlakadegoù daouarn prim. & Trl. kv. Prim evel ul luc'hedenn, evel an avel : trumm-kenañ. 3. [1931, 1985] N'eus ket a-walc'h anezhañ, berr. [1985] Riz a ranked reiñ dezho pa veze prim ar boued-marc'had. Prim eo ar c'heuneud. 4. (db. ar frouezh, al legumaj) A vez darev abred. Avaloù-douar, frouezh, karotez, melchon prim. II. (impl. evel ak.) Trl. sonnet [1980, 1985] WAR AR PRIM : kerkent ha diouzhtu, hep daleañ pelloc'h [1980] An alvokad a oa bet barnet d'e dro war ar prim. HS. war an taol. [1985] Hor rener-meur er Gabon a oa bet galvet war ar prim da Bariz.

Skouerioù istorel : 
45
Kuzhat roll ar skouerioù

prim

1499
Daveenn : LVBCA p170 (chiche)

prim

1659
Daveenn : LDJM.1 pg actif, brusque, precipité

Ar spered a zo prim hag ar c'horf a zo gorrek.

1732
Daveenn : GReg pg fragile (L'esprit est prompt, mais la chair est fragile dit l'Ecriture.)

prim

1732
Daveenn : GReg pg actif, brusque (vif, un peu précipité), chiche (qui craint de dépenser), depeschant (qui depesche), expeditif (qui fait vite)

tourmant bras ha prim

1732
Daveenn : GReg pg bourasque (tempête soudaine & violente)

primoc'h

1732
Daveenn : GReg pg brusque (vif, un peu précipité)

primañ

1732
Daveenn : GReg pg brusque (vif, un peu précipité), chiche (qui craint de dépenser)

primañ

1732
Daveenn : GReg pg brusque (vif, un peu précipité), chiche (qui craint de dépenser)

ez prim

1732
Daveenn : GReg pg brusquement

frouezh prim

1732
Daveenn : GReg pg hâtif (Des fruits hâtifs.)

Grit prim.

1732
Daveenn : GReg pg hâter (Hâtez-vous vite.)

primoc'h

1732
Daveenn : GReg pg chiche (qui craint de dépenser)

frouezh prim

1732
Daveenn : GReg pg fruit (Fruits précoces.)

Prim, prim.

1732
Daveenn : GReg pg hâter (Hâtez-vous vite.)

Ar spered a zo prim hag ar c'horf a zo lent.

1732
Daveenn : GReg pg fragile (L'esprit est prompt, mais la chair est fragile dit l'Ecriture.)

ker prim hag un den yaouank eo

1850
Daveenn : GON.II pg prim

prim

1850
Daveenn : GON.II pg prim

prim eo ar bara en ti-mañ

1850
Daveenn : GON.II pg prim

prim e teu dre ma kosha

1850
Daveenn : GON.II pg prim

prim spont

1850
Daveenn : GON.II.HV pg prim (-spouñt)

Ar beleg a sav e vouezh, hag ar bobl, o tiskanañ, a laka an Hent Doun da grozal : Ar beleg : "A subitaneâ et improvisà morte", Diouc’h ar marv prim hag a deu en un taol, Ar bobl : "Libera nos, Domine !" Mirit ac’hanomp, Aotrou !

1877
Daveenn : EKG.I. p.165-166

Kezeg mat ha lijer a zo em marchosi ; kerent hon eus e Gwiniventer hag e Sizun ; digemeret mat e viot ganto ; savit war varc’h, ar Morian a zo an dibr war e gein ouc’h ho kedal, ha paotred ar republik n’o deus loan ebet ker prim hag hennezh.

1877
Daveenn : EKG.I. p.251

Koue[zh]et e[o] warnon ma fec’hed / Gant kreñvoc’h 'viton ‘c’h on lardet / Yannig, ma far, groet hoc’h eus fall. / Klemm ha hirvoudiñ, tra na dal' ; Mard e[o] ho laeroñsi gwirion, / Hastet mont da ga[ou]t ar person ; / Anez dic’haouiñ prim ‘m eus aon, / E vezo amañ glaz ha kañv ! /

1898
Daveenn : KZVR Supplément à la Croix des Côtes-du-Nord du dimanche 23 janvier, p.2

prim

1909
Daveenn : BROU p. 413 (trop petit, prompt; signifie aussi précoce)

avaloù-douar prim

1909
Daveenn : BROU p. 413

patatez prim

1909
Daveenn : BROU p. 413

An nammoù-korf, ar c’hleñvedoù hir ha poanius, ar marvoù trumm pe re brim n’oa ket anv anezho kennebeut-all gant an nav rummad gwenvidik.

1923
Daveenn : SKET p.69

Ha Bilzig, paotr abred, lemm ha prim, a sune, a zene ar c’haozoù, al lavarioù, ar sonioù, ha dindan e eñvor digor-frank e tastume anezhe.

1924
Daveenn : BILZ1 Niv. 42, p.974 (Even 1924)

Disket en devoa ivez en em bilat, hag, a-barzh un nebeudig, hini anezho na oa ken skañv a droad, ken prim a zorn, ha piladeg anezhi (ha se aliesoc’h eget bemdez) ral e veze ma na deue ket a-benn eus ar baotred all.

1924
Daveenn : BILZ1 Niverenn 40, p.898 (Miz Ebrel 1924)

prim

1931
Daveenn : VALL pg agile, (qui manque d')ampleur, avare

gwinizh prim distok

1931
Daveenn : VALL pg blé (hâtif inversable)

Ma oa prim Job, lemm e oa ivez e spered ; dont a reas dezhañ ur soñj kaer.

1944
Daveenn : ATST p.34

— « Ho ! ho ! prim oc’h hiziv. » — « Ya ! aotrou Job, prim on hiziv, ha skuizh on aet o selaou sotonioù an dud vezv. »

1944
Daveenn : ATST p.20

— « Diot hoc’h-unan, » eme Job, prim an tamm anezhañ ; « emaoc’h aze o klask lakaat anezhi da gousket. Ho rimadell O, moereb ! O, moereb ! a zo ker sot hag hini ar Gazeg Wenn. Poent deoc’h chañch, pe foutu omp. »

1944
Daveenn : ATST p.34

Siwazh ! prim ar spered ha sempl ar c'hig !...

1949
Daveenn : SIZH p.40

Anat e oa an dra e sell ouzh ar breur Celestin[o] : hennezh a oa trikamardet e dammig boullienn gant broudoù ar c'hig. Nemet, na petra 'ta ! N'oa ket bet meret er bleud an tanavañ. Primoc'h e oa ar pemoc'h da zihuniñ en e greiz eget an ael.

1949
Daveenn : SIZH p.48

setu perak e veze stankoc'h ar strakadegoù daouarn d'ar galleg ha primoc'h ha nerzhusoc'h e tarzhent

1972
Daveenn : BAHE niv. 75, p.4

An alvokad [...] a oa bet barnet d'e dro war ar prim ha miret outañ da zifenn an damallidi e-pad 10 devezh.

1980
Daveenn : BREM Niv. 1, p. 4

Kalz muioc'h e plije ar maniok-se d'am zud eget ne rae ar riz a ranked reiñ dezho pa veze prim ar boued-marc'had : aesoc'h e oa da zougen, poazhet ma oa bet en a-raok, ha dinaonoc'h e oa hervezo ; hag evidomp-ni, ouzhpenn, un hanter gwelloc'h-marc'had.

1985
Daveenn : DGBD p65

Met hor rener-meur er Gabon a oa bet galvet war ar prim da Baris, setu ma rankis lezel gantañ ar plas a oa bet miret evidon, hag evel ne chome plas goullo ebet, e rankis chom da sellout outi o sevel en aer.

1985
Daveenn : DGBD p144

Ma, ya, soñjal a ran e oa eñ ! Sellit, eus an hevelep ment e oa ; ha dezhañ an hevelep kerzhded prim ha mibin ; ha neuze piv all en defe gallet dont tre dre zor an imbourc'hva ?

2012
Daveenn : DJHMH p.69

Al lizher-se a voe postet diouzhtu gant ar soñj dispis e c'hellfe ur gasidigezh prim degas ur respont prim ivez.

2012
Daveenn : ADULT p. 173

Stankoc'h-stankañ e vez ar c'hameraioù-evezhiañ, hag a-wechoù e vez tud dirak ar skrammoù evit dielfennañ ar skeudennoù war ar prim pe dost.

2015
Daveenn : DISENT p74

N'eo ket aes bezañ e karg deus un taol, kreñv e c'hall bezañ ar gwask, ha brasoc'h eo ar riskl da zivizout un dra fall war ar prim pe e-kreiz ar spont pa vezer e-unan-penn.

2015
Daveenn : DISENT p102

Gwelout a ra emañ an atersadur o treiñ en arvell etre ar ar c'hemederezh ha Rann Moustrerezh an Torfederezh Kellidel hag emaon dindan emellout met primoc'h egedon eo Dolianitis.

2015
Daveenn : EHPEA p110

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial