Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Définition :  Masquer la définition

(er c'henstrolladoù laosk, goude un anv-kadarn a denn d'ur prantad amzer) [1909, 1931, 1960, 2015, 2023] Ger a dalvez da sevel troiennoù adverb a verk ar prantad amzer ma vez eus udb. [1909] Hed an deiz-pad. [1909] E-pad an deiz-pad. [1931] Bloaz-pad. [1960] Ha din[,] ma ro digemer vat, / Ho meulin c'hwek ma buhez-pad, / Ha c'hwi, Intron, bemdez, bemnoz, / Ra skuilhoc'h warnañ ho pennozh ! [2015] Ma mab a vez en e goazez an devezh-pad dirak e urzhiataer o klask labour evel unan diskiant war ar rouedad. [2015] Gallout a reont ivez bezañ diskoachet ac'hanoc'h a-raok an obererezh ha dibab ho terc'hel pennasket 4 eurvezh-pad... [2023] Gant un torch gleb e veze skubet prim al loustoni pa yae ar re-se en-dro war ar mor don, eizhtez pe pemzektez-pad e-bourzh o chaluterien merglet brall-divrall. [2023] Pevar devezh-pad o doa ranket an doullerien-bezioù tommañ an douar a-benn kleuziañ ar bez. HS. a-hed

Exemples historiques : 
11
Masquer la liste des exemples

hed an deiz-pad

1909
Référence : BROU p. 404 (tout le jour durant)

e-pad an deiz-pad

1909
Référence : BROU p. 404 (tout le jour durant)

bloaz-pad

1931
Référence : VALL pg (pendant un) an

Ha din[,] ma ro digemer vat, / Ho meulin c'hwek ma buhez-pad, / Ha c'hwi, Intron, bemdez, bemnoz, / Ra skuilhoc'h warnañ ho pennozh !

1960
Référence : PETO p73

Ra vin-me sentus adarre / Ouzh lezenn fur Doue, Hon Tad... / Gant ar c'hoant mervel on darev / Hag e ouelin ma buhez-pad...

1960
Référence : PETO p54

Ma mab a vez en e goazez an devezh-pad dirak e urzhiataer o klask labour evel unan diskiant war ar rouedad. Sellout a ran outañ ha lavarout ennon-me, petra 'ray pa vo troc'het deomp ar pellgomz peogwir n'omp ket evit paeañ?

2015
Référence : EHPEA p15

Gallout a reont ivez bezañ diskoachet ac'hanoc'h a-raok an obererezh ha dibab ho terc'hel pennasket 4 eurvezh-pad...

2015
Référence : DISENT p163

Ha ma chom unan bennak eurvezhioù-pad o [da] stankañ un nor en un trepas teñval, n'eo ket sur tamm ebet e vo gwelet adarre kentañ tro.

2015
Référence : DISENT p113

Evit bezañ efedus, ha peogwir n'eo ket pal kentañ ar stourmerien, eo arabat chom da dabutal eurvezhioù-pad.

2015
Référence : DISENT p66

Gant un torch gleb e veze skubet prim al loustoni pa yae ar re-se en-dro war ar mor don, eizhtez pe pemzektez-pad e-bourzh o chaluterien merglet brall-divrall.

2023
Référence : DREAM p. 26

Pevar devezh-pad o doa ranket an doullerien-bezioù tommañ an douar a-benn kleuziañ ar bez.

2023
Référence : DREAM p. 6

L'Office public de la langue bretonne

Réseaux sociaux