padout
ober padout
padet
a bad
a bad pell
padout
padout
Ha war gement-se, goude bezañ kontet deoc’h penaos e oa marvet gant e c’hlac’har an Aotrou Conan de Saint-Luc, eskop Kemper, ha penaos e oa tec’het an Aotrou de la Marche, eskop Kastell, evit mont da Vro-Saos, on aet en ul lamm eus a Gastell da ober, da gostez Treger, un dro hag a zo padet pell.
Pell e padas ganto evel-se.
Nemet e tlee padout an adkarantez-se, hep keuz, na digresk, na divlaz biken, keit hag ar Bed hag an doueed (1).
padet eo
Sell ! diskargit din ur banne rom, rak n’on ket evit padout. »
Hopal a ra [ar c'hoarier], pa 'z a an horell pell an diaoul : — « Hemañ 'zo taol mat a vrec'h gwell / A ya timat hag a bad pell ».
Sur e soñjo, neuze, eo satanazet an ti, ha, gant ar spont a gemero, ne bado ket daou zevezh.
–… Padout a ra ar stourm, ha padout a ray betek Deiz ar Varn, etre ar Vaouez – Merc’h da Eva –, a zo Kig, Materi, Tra berrbad, ken eo, mignonez da blijadurezhioù diwalc’hus an Douar, hag etre uhel-strivoù an ene davet ar Peurvad, a zo diwar Doue, hag adc’hounidigezh ar Baradoz, da lavarout eo Buhez Divarvel ar Wenvidien.
- Va labour-me, en iliz ne bad nemet e-pad ar sizhun-mañ, Dimezell.
e-touez an anvioù hag a dap padout a-dreuz ar c'hantvedoù emañ anvioù ar stêrioù hag ar menezioù
Kousket a rejomp kichen-ha-kichen war vein kalet plas foar Neufchâteau, ha war bradoù blotoc'h Bastogne, un ergerzhadenn a badas betek Ettelbrück, al lec'h ma voemp sammet en un tren evit bezañ douget d'an Alamagn.
Bremañ ma oant diazezet da vat, ha da badout, ne oant ket mui o vont da veajiñ : o lod beajoù o doa bet, tremen o lod !
Gant se eo mizvezhioù e padas al labour adkempenn : sevel ar voger-disrann etrezomp, distrujañ an adtiez kozh, aozañ e-tal an ti ur privezioù simantet-kaer, adrenkañ an ti-annez, kement-se a c'houlenne, ouzhpenn poan, amzer.
Pebezh kerse, pebezh koll nerzh hag amzer e vije bet kas d'an traoñ ar pezh edod a baouez echuiñ a-raok en em reiñ d'un oberenn a oa da badout c'hoazh tri c'hard kantved !
N'on ket evit gouzañv ken e vijec'h c'hoazh ouzh ma bevañ, c'hwi ha Fanis. Ne badan ken ouzh em reiñ da gousket hag o tihuniñ da veure en ur soñjal ez on kablus.
"Burzhud bras, tri devezh," a lavare ma mamm -Doue d'he fardono. Ma hini-me zo padet un tammig pelloc'h.
Mots précédents
Mots suivants
padout