Ha ne dalv ar gragez / A zo tener ha mat, zo o buhez karet, / Karet o bugale, karet o friejoù, / A zo ar vein-oaled a domm ar c'halonoù, / Ar c'hantolorioù kaer zo warno sklêrijenn, / Goulaouennoù an ti, evel heol an neñvoù, / Evel louzaouennoù a bare pep anken, / O dorn atav noz-deiz a bep tu o viret, / Dre 'r wenodenn ma'z eomp, na vemp gant drein toullet, / Ha ne dalvont ar boan, lavarit din bremañ, / E ve ar gragez-se termet dindan ar bec'h, / E vent-i skoaziet start ha skoret gant ar vrec'h / He deus bet digant Doue ar galloud d'o harpañ ?
DA EVESHAAT : Dreist-holl, lennerien ger, na vez ket e vefec’h souezhet pa welot hor gourdadoù oc’h ober en o buhez, en o menozioù, en o oberoù, evel paganed. Paganed ez oant-i e gwirionez, ha n’oufed gortoz anezho da gomz ha d’en em ren evel kristenien, pa n’oant ket ! Bravoc’h a se n’eo ken an taolioù-kaer o deus graet !
En em zamesaat a raint-i, o tont da vistri d’o c’horf, d’o c’halon, d’o spered, en hevelep doare ma vezint mistri d’o c’hezeg.
E kostez Sibang eo eta em eus graet anaoudegezh da gentañ gant ar c'helien tsetse brudet, rak int-i eo a oa eno ouzh va heskinañ.
Kreñv ken-ha-ken int-i, ha dinec'h ez implijont o nerzh pa c'hoarvez ur barrad fulor gant ar bobl.