(db. an traezoù)
1. (db. an endalc'herioù)
[1931] Lodenn gromm eus an endalc'her a dalvez da gregiñ ennañ.
Torret ez eus un dorn d'ar pod. Dorn an tas.
HS. krogenn, skouarn.
2. (db. ar benvegoù)
Lodenn eus un draezenn a dalvez da gregiñ enni gant an dorn.
Dorn ur c'hleze. Dorn ar vreolim. Dorn an nor. Daouarn un arar. Dorn ar gastelodenn.
DHS. brec'h, lost, troad.
HS. dornell.
&
Dorn sugell : lodenn lagadennek penn ar sugell a dalveze da stagañ ar c'hirri.
3. (db. an diri)
Dorn an diri : aspled zo a-hed un diri.
Uzet en deus ar paotrig e vragoù o tiskenn a-c'haoliad war dorn an diri.