Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
NDBF
GBAHE

Formes fléchies : 
13
Afficher les formes fléchies

Définition :  Masquer la définition

I. G. (db. an dud) A. 1. Rann eus an ezel krec'h zo e dibenn ar vrec'h ha zo pemp biz warnañ, a ra organ ar stekiñ hag ar c'hemer. Lous eo ho taouarn. Kregiñ e dorn ub., kas ub. war-bouez e zorn. Stardañ an dorn, e zorn da ub. : evit e saludiñ. Skrivañ gant an dorn kleiz, gant an dorn dehoù. Palv an dorn, kil an dorn. Leizh an dorn, a-leizh dorn. & KOZH An dorn mat : an dorn dehoù. An dorn fall : an dorn kleiz. & Trl. skeud. Bezañ tomm e zorn : bezañ laer. & Trl. Kouezhañ e viz* en e zorn, kouezhañ e veud* en e zorn. & Kaout udb. dindan e zorn, dindan dorn : tost a-walc'h dezhañ da c'hallout e gemer hag e embreger. Kaout ur geriadur dindan dorn. & Sevel e zorn : evit diskouez e c'hoantaer komz, pa vezer en ur strollad tud, pe evit diskouez e vezer a-du gant ub. pe gant udb. & Trl. estl. An daouarn er vann !, an daouarn d'an nec'h ! : gerioù a zistager pa c'hourdrouzer ub. gant un arm. & Trl. Astenn e zorn : evit goulenn an aluzen. & Kroaziañ* e zaouarn. & Trl. Relij. Lakaat an daouarn war ub., udb. : evit e vennigañ, e sakriñ. & Dre ast., tri. Lakaat, astenn, an daouarn war ub. : evit e bareañ. & Trl. Labour dorn, graet gant an dorn : n'eo ket graet gant un ardivink. Ul lizher skrivet gant an dorn. Ur stammenn graet gant an dorn. & Micher dorn, labour dorn : enebet ouzh labour spered. & Bevañ diwar-bouez e zaouarn : diwar ur vicher dorn. & Dre. skeud., pemdez Teod hir ha dorn berr : troienn a dalvez d'ober anv eus an dud a gomz kalz hag a ra nebeut. & Trl. skeud. Gwalc'hiñ*, sec'hañ an eil dorn gant egile. & Lakaat e zorn en e zisheol, en e c'houloù : c'hwitañ war udb., ober udb. war-goust an-unan. 2. DAOU ZORN, DAOUARN O-DAOU : stummoù a implijer pa venner pouezañ war an daouder. E benn etre e zaou zorn. Gouest eo da skrivañ gant e zaou zorn. [1877] Me a ya betek beg ar skourr haleg a welit a-zioc’h an dour ; c’hwi, krogit er wezenn gant un dorn, astennit din ho torn all, ha neuze dalc’hit mat gant ho taou zorn. 3. DAOUARNOÙ, DAOUARNIOÙ : furmoù daouarn a implijer pa venner pouezañ war liester an daouder. Bez' e oant daoulinet sioul ha juntet ganto o daouarnioù. 4. (impl. en e furm daou war-lerc'h ar gm. a.) Un daouarn he deus ma mestrez zo dispennet gant ar gal. Un daouarn digor evel krabanoù. B. (en e furm unan pe en e furm daou e troiennoù) Termen a implijer evit aroueziañ an dalc'h. Lakaat an dorn war udb., war ub. & Bezañ etre daouarn ub. [1878] Gwelet a ran n’emaon ket e doare vrav etre ho taouarn. & Lakaat udb. etre daouarn ub. C. (en e furm unan hepken, e troiennoù) 1. Termen a implijer evit arouezin un ober graet gant an dorn pe gant an daouarn end-eeun. [1877, 1924, 1925, 1931, 1944] Reiñ dorn, an dorn, da ub. : e sikour. [1877] Savit, Aotrou, roit dorn deomp ha tennit ac’hanomp a zaouarn hon enebourien evit diskouez peger bras eo hoc’h anv. & Dougen, teuler dorn da ub. : e sikour. & Reiñ un taol dorn da ub. : e sikour. DHS. skoaz. & Kemer an dorn war-lerc'h ub. : kendelc'her labour unan all. & Dre skeud. Dorn Doue, dorn ur strollad : o obererezh. 2. Dre skeud. Termen a implijer evit aroueziñ ar galloud. Bezañ an dorn gant ub. : bezañ ar galloud gantañ. & Bezañ dindan dorn ub. & Lezel an dorn gant ub. (war ub., udb.) : lezel ar galloud, ar renerezh gantañ. & Dre zorn ub. : dre hanterouriezh ub. Rankout a reas mont da Bariz, hag eno, dre zorn ar sant, e kavas harp ar roue. & Reiñ an dorn da ub. : reiñ ar galloud, ar renerezh dezhañ. 3. Dre skeud. Bezañ e dorn ub., bezañ diouzh dorn ub. : bezañ dalc'hiad gredus ub. & Ober ub. diouzh e zorn : e stummañ. Poaniañ a reas ivez da ober unan bennak diouzh e zorn evit e sikour en e labour. 4. Dre skeud. Termen a implijer evit aroueziñ an ampartiz labour. Kaout un dorn mat, ur gwall zorn : bezañ dornet mat. 5. Dre ast. Meilh-dorn. Roet en deus taolioù dorn din. & Trl. Bezañ pounner e zorn : skeiñ kalet. & Ober dorn da ub. : gourdrouz ub. dre ziskouez e veilh-dorn dezhañ. 6. (e troiennoù a denn d'al lec'hian) Tu. War an dorn dehoù, war an dorn kleiz. An hent kentañ war an dorn mat : war an tu dehoù. En ho torn dehoù. Ar c'hwec'hvet ti en dorn kleiz. En dorn-mañ dit : en tu-mañ. [1924] [N]’oa etrezo tremen ebet na war an dorn dehou na war an dorn kleiz. 7. Trl. Goulenn dorn ur plac'h yaouank : goulenn dimeziñ dezhi. 8. Trl. Ober an dorn : servijañ banneoù. 9. Trl. (er c'hoari gartoù) Ober an dorn : ingalañ ar c'hartoù. & Trl. Bezañ an dorn gant ub. : bezañ e dro da c'hoari. II. G. (db. ar marmouzien) Rann dibenn an izili krec'h zo pemp biz warnañ. III. Tr. adv. (db. an dud) A-ZORN : gant an dorn. & Hadañ a-zorn-nij : stlepel had gant an dorn.

Exemples historiques : 
204
Masquer la liste des exemples

meud an dorn

1499
Référence : LVBCA p21, 64, 144 (le poulçe de la main)

dorn

1499
Référence : LVBCA p64 (main)

dorn serret

1499
Référence : LVBCA p64, 182 (poing)

gant joa skeiñ an naouzorn [daouzorn]

1499
Référence : LVBCA p21, 64, 81, 104, 184 (conjoindre ensemble les mains en ferant de l-une a l-aultre en soy eioissant)

« Da em varvailhañ a rez en bras war an edifis, hag an artifis en templ-mañ, peheni zo gwraet gant douzorn tud ha mecherourien. »

1576
Référence : Cath p6-7

Hag ez respont un [bennak] o lavaret: an [hini] inosant a zaouzorn hag an hini a vezo naet a galon &c.

1576
Référence : Cath p4

Inkontinant ez welas ur mell ag ur bez he dorn prezantet dirazañ, peheni a gomeras gant devosion bras hag a zigasos d['ar] monaster.

1576
Référence : Cath p25

M. Petra eo sin ar c'hristen ? D. Sin ar groaz, abalamour ma'z omp bet prenet enni gant hor Salver binniget Jezuz. M. Penaos en grit-hu eñ ? E ober a ran o kas an dorn d'ar penn ha d'an estomag, ha goude d'ar skoaz kleiz, ha'n hini dehou, en ur lavaret : en anv an Tad, ha'r Mab ha'r Spered santel. Amen.

1622
Référence : Do. p6

palv an dorn

1659
Référence : LDJM.1 pg paume (de la main)

dont a ran eus an dorn dehoù

1659
Référence : LDJM.1 pg (ie viens de la) droicte

a zorn da zorn

1659
Référence : LDJM.1 pg (de) main (en main)

daouarn

1659
Référence : LDJM.1 pg main

dorn

1659
Référence : LDJM.1 pg main

strakal an daouarn

1659
Référence : LDJM.1 pg batre vne main contre l'autre

stokañ an daouarn

1659
Référence : LDJM.1 pg batre vne main contre l'autre

me a ya d'an dorn dehoù

1659
Référence : LDJM.1 pg (ie vais a) droicte

an dorn dehoù

1659
Référence : LDJM.1 pg (la) droicte

stlakañ an daouarn

1659
Référence : LDJM.1 pg batre (vne main contre l'autre)

skeiñ an eil dorn egile

1659
Référence : LDJM.1 pg batre vne main contre l'autre

palv an dorn

1659
Référence : LDJM.1 pg palf (an dorn)

glizienn an daouarn

1659
Référence : LDJM.1 pg glisien (an daouarn)

bavet eo ma dorn

1659
Référence : LDJM.1 pg bavet (eo ma dorn)

tokat pe tonkat en dorn

1659
Référence : LDJM.1 pg toucher (en la main)

kil an dorn

1659
Référence : LDJM.1 pg reuers (de la main)

M. Penaos er [sin ar groaz] gret-hu? D. E ober a ran o kas an dorn d'ar penn, ha d'an estomag, ha goude d'ar skoaz kleiz, ha d'an hini dehoù, en ur lavaret, En anv an Tad, hag ar Mab, hag ar Spered santel, Amen.

1677
Référence : Do. p7

divavañ, divaotañ an daouzorn

1732
Référence : GReg pg degourdir (désengourdir les mains)

diskouez dre ar stlakerezh eus an daouzorn ec'h aprouer un dra

1732
Référence : GReg pg applaudir

ober amand enorapl gant ar flambezenn en daou zorn

1732
Référence : GReg pg amande

rentañ kont eus ar pezh a zo entre e zaouarn

1732
Référence : GReg pg administration

stlakerezh an daouarn evit aprouv un dra bennak

1732
Référence : GReg pg applaudissement

potailhañ daouzorn an dorfeterien

1732
Référence : GReg pg (mettre les) ceps (aux mains des criminels)

stlakañ an daouarn

1732
Référence : GReg pg batre (des mains, applaudir)

emgannañ a daolioù dorn

1732
Référence : GReg pg (se) batre (à coups de poings)

lekaet eo entre daouarn justis

1732
Référence : GReg pg (on l'a abandonné au) bras (seculier)

lakaet eo entre daouarn ar varnerien lik

1732
Référence : GReg pg (on l'a abandonné au) bras (seculier)

lakaat ar c'hef war daouarn ar griminaled

1732
Référence : GReg pg (mettre les) ceps (aux mains des criminels)

en em lakaat etre daouarn Doue

1732
Référence : GReg pg abandonner

skiant da anaout an avantur dre al lignennoù eus an dorn

1732
Référence : GReg pg chiromance (divination par l'inspection de la main)

taol dorn

1732
Référence : GReg pg coup (de poing, de pierre)

leizh an dorn

1732
Référence : GReg pg (plein le) creux (de la main)

leizh pal an dorn

1732
Référence : GReg pg (plein le) creux (de la main)

lenn kozh skritur dorn

1732
Référence : GReg pg dechiffrer (de vieilles parches)

distagañ an ounezer, ar vilgen diouzh e fas, diouzh e zaou zorn

1732
Référence : GReg pg (se) décrasser

dic'hourdiñ an daouzorn

1732
Référence : GReg pg degourdir (désengourdir les mains)

an dorn mat

1732
Référence : GReg pg droit (droite, le côté droit, la main droite)

an dorn mat

1732
Référence : GReg pg droit (droite, le côté droit, la main droite)

a zorn dehoù

1732
Référence : GReg pg (a) droit (sur la droite)

a zorn mat

1732
Référence : GReg pg (a) droit (sur la droite)

war an dorn mat

1732
Référence : GReg pg (a) droit (sur la droite)

skritur dorn

1732
Référence : GReg pg écriture (de main, écriture opposé à impression)

toazet eo holl va daou zorn

1732
Référence : GReg pg (j'ai les mains toutes) empâtées

Bavet eo e zaouarn gant an anoued.

1732
Référence : GReg pg engourdir (Il a les mains engourdies de froid.)

dorn Doue

1732
Référence : GReg pg fleau (Fleau de Dieu, la main de Dieu, le doigt de Dieu)

ober ur re dioud an dorn

1732
Référence : GReg pg former (Former quelqu'un, le façonner, l’instruire.)

ober ur re dioud e zorn

1732
Référence : GReg pg former (Former quelqu'un, le façonner, l’instruire.)

graet ur re dioud e zorn

1732
Référence : GReg pg former (Former quelqu'un, le façonner, l’instruire, pp.)

graet ur re dioud an dorn

1732
Référence : GReg pg former (Former quelqu'un, le façonner, l’instruire, pp.)

stlakerezh an daouzorn

1732
Référence : GReg pg batement (des mains, action de battre des mains)

stlakerezh an daouarn

1732
Référence : GReg pg frappement (des mains)

stlakerezh an daouzorn

1732
Référence : GReg pg frappement (des mains)

stlakañ an daouarn

1732
Référence : GReg pg frapper (Frapper des mains.)

stlaket an daouarn

1732
Référence : GReg pg frapper (Frapper des mains, pp.)

an dorn kleiz

1732
Référence : GReg pg gauche (La gauche.)

war an dorn kleiz

1732
Référence : GReg pg gauche (A gauche.)

Ar madoù gwall akizitet na dremenont ket e daouarn an douarened.

1732
Référence : GReg pg generation (Les biens mal acquis ne passent pas à la troisiéme génération.)

Baotet eo e zaouarn gant an anoued.

1732
Référence : GReg pg engourdir (Il a les mains engourdies de froid.)

taol dorn

1732
Référence : GReg pg gourmade

taolioù dorn

1732
Référence : GReg pg gourmade (p.)

kannañ a daolioù dorn

1732
Référence : GReg pg gourmer

kannet a daolioù dorn

1732
Référence : GReg pg gourmer (pp.)

Emañ ar goutoù gantañ en e dreid hag en e zaouzorn.

1732
Référence : GReg pg goute (Il a les goutes aux piez & aux mains.)

Emañ an urloù gantañ en e dreid hag en e zaouzorn.

1732
Référence : GReg pg goute (Il a les goutes aux piez & aux mains.)

An Ao. Doue a zeu a-wizhioù da astenn e zorn war ar pec'her.

1732
Référence : GReg pg appesantir (Dieu appesantit quelquefois sa main sur le Pecheur.)

dougen dorn da

1850
Référence : GON.II.HV pg dougen

dorn

1850
Référence : GON.II pg dorn, dourn

dorn

1850
Référence : GON.II pg dorn, dourn

deviñ a reot ho torn

1850
Référence : GON.II pg dévi

Boureviet eo bet e-keit ma eo chomet etre o daouarn.

1850
Référence : GON.II pg bourrévia (Il a été tourmenté, torturé tout le temps qu'il est resté entre leurs mains).

Chomet eo broud ar wenanenn em dorn.

1850
Référence : GON.II pg broud (Le piquant de l'abeille m'est resté dans la main).

kildorn

1850
Référence : GON.II pg dourn, dorn

kil an dorn

1850
Référence : GON.II pg dourn, dorn

daouarn

1850
Référence : GON.II pg dourn, dorn

daouarn

1850
Référence : GON.II pg dourn, dorn

n'eo ket douarek va daouarn

1850
Référence : GON.II pg douarek

skrid dorn

1850
Référence : GON.II.HV pg skrîd (-dourn)

Kouezhet eo eus va dorn.

1850
Référence : GON.II p.95, livre second, « Il m’est tombé de la main ».

Astennit ho torn.

1850
Référence : GON.II pg astenn (Allongez ou étendez la main).

e zorn

1850
Référence : GON.II p.9, introduction, "sa main" (parlant d'un homme).

Ha c'hoazh e lavaras : Astenn ar ballenn a zo warnout, ha dalc'h-hi gant da zaou zorn.

1850
Référence : GON.II p.105, Buez Ruth.

ho torn

1850
Référence : GON.II p.10, introduction, "votre main".

levrioùigoù-dorn

1850
Référence : GON.II.HV pg lévrik (-dourn)

levrig-dorn

1850
Référence : GON.II.HV pg lévrik (-dourn)

ur felpenn gig a oa en e zorn

1850
Référence : GON.II pg felpenn

an dra-se a zuo ho taouarn

1850
Référence : GON.II pg duañ

it da walc'hiñ ho taouarn

1850
Référence : GON.II pg dourn, dorn

roit ho torn din

1850
Référence : GON.II pg dourn, dorn

flac'h an dorn

1850
Référence : GON.II pg dourn, dorn

boz an dorn

1850
Référence : GON.II pg dourn, dorn

palv an dorn

1850
Référence : GON.II pg dourn, dorn

Bras e vez abaf o c'herent pa lakeont etre daouarn o bugale pere a gredont desket-mat, ur skrid, ul lizher-ferm, pe ur c'hontrad all bennak pehini o deus poan o lenn, dibaot a wech e c'hellont reiñ da gompren ar pezh a glasker goût diouto

1865
Référence : MBF.to p. V.

« Da dommañ va dorn e c'hwezhan, / Ha da yenañ va boed goude. »

1867
Référence : MGK p38

Setu eno ho kefridi. Mar he grit mat, e c'hellot kaout kant tra : pastelloù kig, bevin-ejen ha maout, kement d'ho koan evel d'ho lein. Hag ouzhpenn, meur a zorn d'ober flourik d'ho kein.

1867
Référence : MGK p8

Evel-se a c'hoarvez : / Pa stok dorn Doue en den, a zo an disterañ, / E strink diwar e dal ul lugern ar gaerañ.

1867
Référence : MGK p121

Da neb en deus ezhomm, roomp an aluzen ; / Diskouezomp, evel Doue, e karomp ar beorien ; / Pe ma n'hor beus netra, laoskomp da vihanañ / E gi gant ar c'haezh dall n'en deus dorn d'e renañ, / E flac'h gant an den kozh da vale dre ar vro, / Da vont, harpet warni, dre al lec'h ma karo !

1867
Référence : MGK p120

An dud vat ha karantezus-se a en em laka ivez ’ta e riskl eus o buhez en ur astenn deomp o dorn.

1877
Référence : EKG.I. p.107

Neuze ’ta, dirak Doue, ho torn war ho koustiañs, e kav deoc’h eo ret deomp lakaat Loull ar Bouc’h d’ar marv ? — Ya, ya, tremen mall eo ; ha pell a zo emaomp o c’houlenn an eil digant egile perak ne deue ket deomp, a-berzh hor mestr, an urzh da gas ur voled plom pe ziv da bounneraat penn Loull ar Bouc’h.

1877
Référence : EKG.I. p.109

En em gavet e-tal an nor, ar sakrist a skoas warni tri daol sec’h gant kil e zorn ; ar chouanted a chome hep tennañ o alan da selaou ; netra ne fiñve en ti.

1877
Référence : EKG.I. p.117

A ! Loull ar Bouc’h ! da zorn war da goustiañs, mard eus c’hoazh koustiañs en da greiz, pet den n'ac’h eus-te ket lakaet en un nec’hamant ker bras ha da hini, en deiz a hiriv ?

1877
Référence : EKG.I. p.126

Ar re fall a frote o daouarn hag a lavare an eil d’egile : — Ne ouzoun ket da belec’h ez a ar soudarded, n’euz forzh.

1877
Référence : EKG.I. p.161

Me a ya betek beg ar skourr haleg a welit a-zioc’h an dour ; c’hwi, krogit er wezenn gant un dorn, astennit din ho torn all, ha neuze dalc’hit mat gant ho taou zorn.

1877
Référence : EKG.I. p.305-306

Savit, Aotrou, roit dorn deomp ha tennit ac’hanomp a zaouarn hon enebourien evit diskouez peger bras eo hoc’h anv.

1877
Référence : EKG.I. p.163

Soñjal a raent, paotred kêr evelto, dont buan a-benn eus a goueriaded diskiant Plabenneg. Kouezhañ a reas o bizig en o dorn pa weljont, oc’h erruout, ar pezh a yoa c’hoarvezet gant Corbet.

1877
Référence : EKG.I. p.263

Hag an Aotrou kozh a blegas ouc’h an daol, e benn etre e zaou zorn, en ur dennañ un huanadenn hir.

1877
Référence : EKG.I. p.19

— N’ho pezet ket a aon, Yann Pennorz, n'eo ket Per Kemener eo a greno e zorn.

1877
Référence : EKG.I. p.75

Skeiñ a ris kreñv a-walc’h, gant va dorn serret, war ar prenestr ; netra ne fiñve, netra ne responte !

1878
Référence : EKG.II p.41

— Gwelet a ran n’emaon ket e doare vrav etre ho taouarn. Evelato n’on ket evit miret da vousc’hoarzhin ouzh ho klevet.

1878
Référence : EKG.II p.66

Treiñ a ris va c’hein ouc’h [ouzh] an nor, harpañ a ris va daou zorn war bennoù va glin, hag, er c’hiz-se, daoubleget, ec’h en em lakis da hortañ ken na oan skuizh.

1878
Référence : EKG.II p.117-118

Mes a-raok ez eomp da viret ouzhoc’h-c’hwi da gemeret an tec’h, pe da reiñ dorn dezho e ken kaz ma teufent da enebiñ.

1878
Référence : EKG.II p.67

Pedet mat an [a]otro[u] sant Pêr, / Da yac’haat ar paourkaezh laer ; / Yann ar Fluteg, birviken ken / Na lako dorn war vado[ù] den ! /

1898
Référence : KZVR Supplément à la Croix des Côtes-du-Nord du dimanche 23 janvier, p.2

Kroaz ar Vretoned n’he deus ezhomm ebet da ve[z]añ meulet hag embannet, rak he oberoù a gomzo eviti. Koulskoude, heñvel eo bremañ ouzh ur bugel bihan ; he c’hammejoù a zo c’hoazh dinerzh ; na gred ket c’hoazh mont re war-raok ; ezhomm he deus e ve roet dorn de[zh]i.

1898
Référence : KZVR Supplément à la Croix des Côtes-du-Nord du dimanche 30 janvier 1898, p.1

òr-bouez an dorn

1909
Référence : BROU p. 411 (par la main)

daouzorn

1909
Référence : BROU p. 229 (dorn ; pluriel : daouzorn

kraf un dorn, ur bez

1909
Référence : BROU p. 218 (la largeur d'une main, d'un doigt)

palv an dorn

1909
Référence : BROU p. 229 (la paume de la main)

Diouzh an danevell-se, a-walc’h ez oa da dud Tir-Manos lavarout ur ger hepken pe ober ur wignadenn evit ma teuje o binvioù pe o c’hlavioù-brezel en o daouarn.

1923
Référence : SKET p.76

Ha betek en diabell-pellañ en em astennent dirazi, tagellus ha kerseüs, riblennet a spern hag a [z]rez, a zouaroù gwastet, a goadoù peurlosket gant an tan-kurun pe gant tanioù-gwall diwar zorn an den.

1923
Référence : SKET p.79

O labourat evel mitizhien e tiez ar re a oa ruziet o daouarn dezho gant gwad o friedoù, sklavezed an dud o doa lazhet holl wazed o gouenn, sammet a labourioù garv, kannet, gwallgaset, ha ret dezho, war an holl, gouzañv briatadoù hag afadennoù o mistri, e weljont saotret enno o-unan digemmeskted hag uhelded ar Ouenn.

1923
Référence : SKET p.90

Dont a reas ar re-mañ da reiñ dorn neuze, d’e skoaziañ da liammañ ha da vinwaskañ ar plac’h yaouank.

1923
Référence : SKET p.103

Kintus a grogas doujus e dorn ar werc’hez hag e zougas d’e dal ; Kamula, o kregiñ en he dorn all, a bokas dezhañ.

1923
Référence : SKET p.104

O diframmañ a rae a-dre an daouarnioù gadal o devoa o skrapet, e harze outo o embregerezh hudur ; neuze o digase en-dro d’an tan hag, o wareziñ anezho gant he c’horf, o difenne a-hed an noz, he gourgleze en he dorn.

1923
Référence : SKET p.114

En devezh goude kimiad Derkeia hag he div c’hoar, e tastumas Kintus an holl vrezelourien eus bagad an Alc’houeder a oa eno en e zorn, hag ez eas ganto d’ar mor.

1923
Référence : SKET p.117

Dre an hunvre-se en em welas o kerzhout war-lerc’h ar marc’h kalloc’h Rânakos e-pad seizh nozvezh ha seizh devezh, ma verzhe al loar hag an heol o sevel dalc’hmat d’e zorn dehou hag o vont da guzh d’e zorn kleiz.

1923
Référence : SKET p.119

Sammañ a raent war girri o doa stummet e-pad ar goañv an holl draoù o doa [o deveze] ezhomm, anezho evit un darn binvioù diwar o dorn o-unan, evit un darn all traezoù-eñvor profet dezho gant kerent ha keneiled.

1923
Référence : SKET p.87 (+ p.198, "Da reiz[h]a[ñ]" : "P. 87, lin. 6 kent an dibenn, e lec’h « o doa » lenn « o deveze »".

Er vroad-se ez eus ijinourien gaer, kelennet gant an doueed, a oar o dorn plegañ an arem hag ar mein kaletañ diouzh ratozh o spered, da stummañ anezho e korfoù paotred ha merc'hed a lavarfec'h bev-buhezek, gant e verv o dremm en o fenn, ma n'eus ken enno a ziouer nemet ar vouezh.

1923
Référence : SKET p.13

(2) Anv-meuriad dindan dorn Le Tarzec ha savet gantañ, moarvat, diouzh skouer Teutobodiaki « bugale » pe « mevelien » Teutobodios […]

1923
Référence : SKET p.21

Ra zeuio Aulerka Vimpis, a wisk war he rodelladoù blev melen tog-brezel arem an Aulerked (4), da stouiñ ouzhin he fenn brezelourez kaer ha her, da ren va dorn, da sklêrijenniñ va spered, da gadarnaat va c’halon !

1923
Référence : SKET p.23

Er feur-se ivez e vezo bet Atir ha Mâtir ur melezour deomp d’e lakaat dirak selloù o gourvibien, ar re, o treiñ kein d’an evadurioù a oa diwarno hon tadoù yac’h hag evurus (da lavarout eo an dour hag al laezh), n’hellont ken hiziv kavout a-walc’h ar mez hag ar bier, hag a werzh kement o deus, a ro kement a biaouont, da gaout digant marc’hadourien estren ul lestrad hepken eus an evaj-se, ruz ha dinerzhus, a vez farlotet gant dorn ganas Kreisteiziz (2).

1923
Référence : SKET p.49 (p.197, "Da reiz[h]a[ñ]" : "P. 49, [...] lin. 4 kent an dibenn, e lec’h « kement o deus » lenn « kement o devez ». )

Fromet war un dro gant al levenez ha gant an doujañs, e pennline mibien Vanos hag ec’h astennent o divrec’h, palv o daouarn savet-digor etrezek an herberc’hidi-veur o tigouezhout en o zouez.

1923
Référence : SKET p.60

Mat e ve kemenn da Gamula emañ he mab yac’h ha salv etre daouarn tud vat. — Hag e ve ! eme an doue.

1924
Référence : SKET.II p.12

Klotañ a rae ar menezioù diouzh an daou du ouzh ar grec’hienn ken n’oa etrezo tremen ebet na war an dorn dehou na war an dorn kleiz.

1924
Référence : SKET.II p.57

Diazezet he deus he zier war un dachennig ledan, ledanoc’h un tammig ha palv ho torn, nemet palv ho torn a vefe ken ledan ha tog an Teusk-noz a sponte ar gaezhed (1) war maezoù Boc’h.

1924
Référence : BILZ1 Niverenn 37, p.807 (Miz Genver 1924) ("ar gaezed" reizhet e Niv. 38, "ERRATA" p.845)

— Ya, aotrou person. — Evelato savit anezhañ en doujañs [a]n Aotrou Doue. — Ya, ya, aotrou person. — Ha gras dezhañ na heulio ket roudoù e berc’henn ! Grit dioutañ, dre ho kelennadurezh, ar pezh n’eo bet nag e dad nag e vamm. — Kalet ar blanedenn, aotrou person ! — Petra a fell deoc’h !… Pep hini ac’hanomp a steu e hini, dindan dorn ha skoazell an Aotrou Doue.

1924
Référence : BILZ1 Niverenn 37, p.809 (Miz Genver 1924) ("en doujans an Aotrou Doue" & "dindan dourn" reizhet e Niv. 38, "ERRATA" p.846).

— Bennozh Doue deoc’h, Izabel… Doue ho pinnigo !… Trugarezus en keñver an emzivad. Izabel… Skoazell ha dorn d’am bugelig…

1924
Référence : BILZ1 Niverenn 37, p.812 (Miz Genver 1924)

Setu hen war an daol, liammet troad ha dorn. — Lavaret a ri ?…

1924
Référence : BILZ1 Niverenn 40, p.896 (Miz Ebrel 1924)

Disket en devoa ivez en em bilat, hag, a-barzh un nebeudig, hini anezho na oa ken skañv a droad, ken prim a zorn, ha piladeg anezhi (ha se aliesoc’h eget bemdez) ral e veze ma na deue ket a-benn eus ar baotred all.

1924
Référence : BILZ1 Niverenn 40, p.898 (Miz Ebrel 1924)

[...] ha gwelloc’h a oa ganti gonit he bara, daoust dezhañ da vezañ du ha kalet, o vont d’an aod, evit gonit anezhañ oc’h astenn he dorn.

1924
Référence : BILZ1 Niverenn 40, p.898 (Miz Ebrel 1924)

— Trugarez, Saig ! Bennozh Doue deoc’h da reiñ dorn d’an intañvez ha d’he bugale emzivad !… Bennozh Doue deoc’h, Saig !

1924
Référence : BILZ1 Niv. 47, p.1125 (Miz Du 1924).

Neuze oc’h unaniñ bozoù o daouarn, e taoljont a flac’hadoù dour war-du ennañ.

1924
Référence : SKET.II p.35

— Netra anezhi, ur plac’hig a netra ! a c’hrozmole ar vartoloded kozh. — A netra, paotr kaezh !… Me a zalc’hfe anezhi war balv va dorn !… a lavare da Vilzig unan eus e gonsorted.

1925
Référence : BILZ2 p.180

Ha pa vez yen an amzer, gleb an dilhad, kropet an daouarn, an ivinrev er bizied, m’en asur deoc’h, n’eo ket ar vicher un dibab evit ur pennhêr pinvidik.

1925
Référence : BILZ2 p.104

Lezet en deus entre daouarn an aotrou person an arc’hant hag ar paperioù. Goude e teuio d’o c’herc’hat.

1925
Référence : BILZ2 p.175

Bilzig a roe an dorn d’e vestr evit sternañ ar c’hevell hag ar boutegoù, ha gantañ e tiske steuiñ gant ar beüt, gweañ ar gwial en-dro da stern ar c’hevell.

1925
Référence : BILZ2 p.115

Hag e fell deoc’h penaos e teufent, un devezh a vo, da reiñ skoazell ha dorn deoc’h en ho poanioù pe en ho trubuilhoù ?

1925
Référence : BILZ2 p.135

Ar paourkaezh ki-mañ - treut-gagn en deizioù kentañ m'edomp-ni degouezhet e Berrtomm - a lammas ouzhimp en ur fistoulat e lost hag en ur chilpat da lipat hon daouarn deomp, bet peurlouzet ganeomp a-ratozh-kaer evit diskouez d'hor mestr e labouremp, en desped ne yoa den ebet o lakaat evezh warnomp.

1929
Référence : SVBV p6

dehouiad a zaou zorn

1931
Référence : VALL pg ambidextre

stakal an daouarn ouzh…

1931
Référence : VALL pg applaudir (avec les mains à)

bezañ e dorn ub.

1931
Référence : VALL pg attributions

reiñ dorn

1931
Référence : VALL pg aider

kouezhañ a ra brav ar c'hartoù em daouarn

1931
Référence : VALL pg atout

r. un taol dorn

1931
Référence : VALL pg aider

teurel dorn

1931
Référence : VALL pg aider

troc'het e zorn dioutañ

1931
Référence : VALL pg amputé (de la main)

troc'het e zorn outañ

1931
Référence : VALL pg amputé (de la main)

tuek a zaou zorn

1931
Référence : VALL pg ambidextre

war an dorn dehoù

1931
Référence : VALL pg à2 (situation : en, war, a ; à droite)

dorn-mat

1931
Référence : VALL pg art

dorn

1931
Référence : VALL Rakskrid p XVII, attributions

dougen dorn

1931
Référence : VALL pg aider (& favoriser V.)

diwar zorn henn-ha-henn

1931
Référence : VALL pg autographe

diwar zorn den

1931
Référence : VALL pg artifice

den diouzh dorn ub.

1931
Référence : VALL pg (un) affidé (de qqn)

war an dorn dehoù

1931
Référence : VALL pg à (à droite)

Ober a rejomp hor mennozh da ober kement-mañ : Me a zeuje da chom da Vontroulez da reiñ dorn dezhañ da skrivañ ar Résistance.

1944
Référence : EURW.1 p78

Na pebezh anaoudegezh-vat a dleer d'ar Varianited o doa graet eus o gwellañ evit reiñ dorn d'ar Vretoned da saveteiñ o yezh.

1944
Référence : EURW.1 p59

Bez' e oa c'hoari ar vell-droad ront, c'hoari ar vell-dorn-hirvoan (rugby), c'hoari barrinier, c'hoari skasoù, c'hoari maout, c'hoari brezel bihan ; bez' e oa eurvezhioù evit ober korfembregerezh : barenn stabil, barennoù kenstur, kordenn reut, lammoù krec'h ha lammoù pell ; bez' e oa c'hoari ar vazh, c'hoari savatenn, c'hoari ar c'hleze pe « eskrim », gant ur C'horsiad, Don Carli, da gelenner.

1944
Référence : EURW.1 p50-51

Hag an daou wenneg a gouezhe em dorn hag e vezent chouket em fodig-espern, gant ma mamm, aketus da ziskiñ din espern, lakaat a-gostez 'vel ma lavared...

1944
Référence : EURW.1 p19

Tud an taol-mañ -a gostez Kerne-Uhel- a rae o diskenn e ostaleri an Itron Faucheur, a oa ar gentañ war an dorn kleiz pa zigouezhed e kêr, tostik da maner ar Sal d'an aotrou Kerouarz, depute rannvro Gallag.

1944
Référence : EURW.1 p29-30

Sachañ war an divjod gant e zaou viz ; ha skeiñ taolioù reolenn war-du diavaez an dorn.

1944
Référence : EURW.1 p21

— « Astennit ho torn ». Dao ! un taol reolenn.

1944
Référence : EURW.1 p21

Gwenn-kann e vlev hag e varv, yaouank neoazh a-ziavaez, mentet bihan, e dog ribod en e zorn, ne ehane da stardañ dornioù ha da ober grasoù mat, en ur vousc’hoarzhin.

1944
Référence : EURW.1 p.201

Gant ma zammig malizenn em dorn, e tiskennis e gar Gwengamp.

1944
Référence : EURW.1 p.191

Biskoazh ne oa bet ar varzhed vreton gant kement a arc’hant etre o daouarn.

1944
Référence : EURW.1 p.190

Ar vugale, hag o doa lennet e Cymru ‘r Plant ma nevezentioù ha ma c’heleier a Vreizh, gant poltredoù ha skeudennoù (bloavezhioù 1897-98-99) a grie a-bouez o fenn « Hourrah, Hourrah », hag a dostae ouzhin da ginnig din o daouarnigoù.

1944
Référence : EURW.1 p.123

Flistrañ a reas ur c'hoarzh klapez un disterañ a-douez ar gloer yaouank. An Tad-Mestr, harpet e elgez war e zaouarn serret, a vousc'hoarzhas ivez, en ur sellout ouzh ar breur Arturo.

1949
Référence : SIZH p.41

Bremaik, dres e-giz ma voe livet, un drugar, gant Murillo, an arzour meur, eo tarzhet dirak e selloù, e-kreiz un nijad aeledigoù kuilh ha noazh, ar Werc’hez dibec’hed, gant he zreid benniget war gresk al loar, he daouarn juntet ganti war he c’halon, he selloù goursavet ; ha ken azeulus he dremm, e stern kurunenn he fennad blev fuilhet war he diskoaz !...

1949
Référence : SIZH p.38

- Ave, Maria Purissima ! eme ar manac'h, a vouezh izel, en ur groaziañ e zaouarn war e gof. - Amen ! a respontas eben.

1949
Référence : SIZH p.37

E-lec'h mont, avat, setu hi hag azezañ war ar skabell-bediñ, ha gant he dorn du-maneget diskouez ur plas d'ar breur Arturo en he c'hichen. - Azezit em c'hichen ! emezi.

1949
Référence : SIZH p.42

Eñ an hini a rede war-lerc'h ur plac'h yaouank dianav, ur jenoflenn gantañ en un dorn, hag ur barzhoneg en dorn all.

1949
Référence : SIZH p.51

Souzañ a reas ar breur Alano, evel skoet gant un taol-dorn e-kreiz e vruched.

1949
Référence : SIZH p.62

[Bleukata zo] Reiñ taolioù dorn sarret. Ne vez implijet, peurvuia, nemet evit an taoliou roet war-eeun hag a-benn ; direizh e vefe evit an taolioù roet o sevel an dorn d'an nec'h : neuze e vez laret "skeiñ".

1960
Référence : PETO p55

En em gavet eo, er presbital, ar c'habiten hag e soudarded c'hwec'h pe seizh anezho, gant Pêr an Hir ar maer kozh, liammet e zaouarn a-dreñv e gein.

1960
Référence : PETO p45

Ar C'habiten hag ar serjant a zeu tre, en ur zougen o dorn dehoù d'o zog.

1960
Référence : PETO p35

Ne ouien ket 'oa tra ken fall / Al le a ris, uhel ma dorn, / Hep youl d'enebiñ, skort ha dall, / Ouzh lusk un nerzh hud ha yen-skorn.

1960
Référence : PETO p27

Dirak al lam[m]groaz-mañ, savit Uhel ho torn hag anzavit ho fealded d'an Nasion, 'Uc'h da Bab ha Relijion.

1960
Référence : PETO p20

[Un] daouarn youd [zo] : Daouarn gourd, dinerzh, divarrek da zerc'hel peg.

1960
Référence : PETO p87

Daouarnoù youd !

1960
Référence : PETO p50

Degouezhout a ra ur mignon en ho ti. Dont a ra eus a bell. Koulz merenn eo. N'hoc'h eus netra vat en ti, na den dindan ho torn da gas d'ar pourveañsoù. Nag hoc'h eus mezh !

1973
Référence : HYZH Niv. 88 p. 42, Anjela Duval

Ma-un', munudik dirak an engroez, e oan chomet, em sav e toull ar jabarleg, da stardañ an dorn, peogwir e oa dleet ober evel-se, ma-unan, d'ar re a oa deut da reiñ testeni o c'hengañv?

1979
Référence : GLVD p.35

Ne oa ket ano da vont goude etrezek Kreizafrika. Rak kouezhet e oa ar vro-se, e miz du '40, etre daouarn ar re a oa a-du gant ar Jeneral de Gaulle.

1985
Référence : DGBD p6

Krediñ a ris lakaat va zammig aotrou da verzhout e oa c'hwezh falsentez gant an afer-se, ha ne c'halle ket un den, er vuhez reizh, digeriñ dor ur c'hav da beder eur beure ha dont er-maez, en e zorn ur chekenn tost da gant lur sinet gant unan all. Chom a reas sioul ha goapaus.

2012
Référence : DJHMH p14

Goude-se e siler e zivrec'h dre zindan divskoaz an den a zo dirazoc'h, ha kregiñ start an eil e-barzh eben, gant e zaouarn pe e velloù-dorn, ouzh bruched an den.

2015
Référence : DISENT p96

Bez' e c'hell unan frotañ e zaouarn peogwir n'eus muntr ebet hag ez eo en em roet da renkañ an dielloù, bez' e c'hell soñjal emañ en diogel o vezañ ma vir an arouaregezh outañ a ober fazi pe fazi, un dra eo koulskoude ar soñjoù brav hag un dra all an hezougell a son da eizh eur hanter diouzh ar beure, p'emañ gant banne kafe kentañ an devezh, o tineudennañ fav glas gant e bried.

2015
Référence : EHPEA p31

Bepred e veze [an den-se] prest ha kontant, evel-just, ha pa vefe evit reiñ an dorn en ur festival enepnukleel, kemer perzh en ur staj hag en un obererezh a disenterezh keodedel a-enep tennadenn an M51 -un "enselladenn keodedel" an hini e oa, da lâret eo mont e-barzh kreizenn an arme hep aotre ha daleañ tennadenn ar misil ar pellañ ar gwellañ.

2015
Référence : DISENT p137

Da c'houde e laka ar stourmerien o divrec'h da dremen dre zindan o divhar evit tapout krog e-barzh melloù-dorn, dornioù pe, d'ar gwashañ, ufernioù o c'hamaraded hag a zo a-dal dezhe.

2015
Référence : DISENT p95

L'Office public de la langue bretonne

Réseaux sociaux