I.
H.g.
1. [1732, 1931, 1944, 2015] Kement tra a aesa buhez danvezel an dud, a ra dezho en em gavout en o aez.
[1944] Ar garg-se a roe din aezamantoù evit kousket en ur gwele, pa zigouezhe ar rejimant en ur geriadenn, da dremen an noz.
[2015] Pouezus-bras eo o surentez, o aezamant hag ar skeudenn roet dioute o-unan eta.
Klask e aezamant. Bezañ gant re a aezamant. Lakaat aezamant er vuhez.
&
Bezañ en e aezamant : bezañ pep tra en e gerz evit en em gavout aes.
&
[1732] Kemer e aezamant : en em zizober diouzh an dilhad, an traezoù eur lakaet diaes ganto, eur strobet ganto, en em lakaat aes.
2. Dre sevended
Ober e aezamant : mont d'ar privezioù.
II.
KOZH
[1732] Doare ma ra ub. un dra pe ma kas udb. da benn gant aez.
[1732] Gant aezamant.
HS. aested, aester, aezoni.
&
Tr.
[1732] Ober udb. en e aezamant : kas udb. da benn pa vo amzer, pa vo an aesañ d'an den ober an dra-se.
[1732] An dra-se a reot en hoc'h aezamant.
III.
G. (ls. -où)
1. [2015] Kement tra a aesa buhez danvezel an dud, en o lojeiz dh.
[2015] Peseurt aezamantoù a zo (tommerezh...) [en ti] ?
Un ti gant an holl aezamantoù. N'eus aezamant ebet en ti-se. Ne'm boa aezamant ebet eno. Degaset en deus an tireoul kalz a aezamantoù.
Aezamantoù an ijinerezh a vremañ : a vez degaset gantañ.
Bezañ troet gant aezamantoù ar vuhez.
2. [1732] Klask e aezamantoù : klask bezañ en e aez, ober diouzh ma vo an aesañ pe an akomodañ d'an den.