Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Stummoù pleget : 
2
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. H.g. 1. [1732, 1931, 1944, 2015] Kement tra a aesa buhez danvezel an dud, a ra dezho en em gavout en o aez. [1944] Ar garg-se a roe din aezamantoù evit kousket en ur gwele, pa zigouezhe ar rejimant en ur geriadenn, da dremen an noz. [2015] Pouezus-bras eo o surentez, o aezamant hag ar skeudenn roet dioute o-unan eta. Klask e aezamant. Bezañ gant re a aezamant. Lakaat aezamant er vuhez. & Bezañ en e aezamant : bezañ pep tra en e gerz evit en em gavout aes. & [1732] Kemer e aezamant : en em zizober diouzh an dilhad, an traezoù eur lakaet diaes ganto, eur strobet ganto, en em lakaat aes. 2. Dre sevended Ober e aezamant : mont d'ar privezioù. II. KOZH [1732] Doare ma ra ub. un dra pe ma kas udb. da benn gant aez. [1732] Gant aezamant. HS. aested, aester, aezoni. & Tr. [1732] Ober udb. en e aezamant : kas udb. da benn pa vo amzer, pa vo an aesañ d'an den ober an dra-se. [1732] An dra-se a reot en hoc'h aezamant. III. G. (ls. -où) 1. [2015] Kement tra a aesa buhez danvezel an dud, en o lojeiz dh. [2015] Peseurt aezamantoù a zo (tommerezh...) [en ti] ? Un ti gant an holl aezamantoù. N'eus aezamant ebet en ti-se. Ne'm boa aezamant ebet eno. Degaset en deus an tireoul kalz a aezamantoù. Aezamantoù an ijinerezh a vremañ : a vez degaset gantañ. Bezañ troet gant aezamantoù ar vuhez. 2. [1732] Klask e aezamantoù : klask bezañ en e aez, ober diouzh ma vo an aesañ pe an akomodañ d'an den.

Skouerioù istorel : 
13
Kuzhat roll ar skouerioù

aezamant

1659
Daveenn : LDJM.1 pg aesamant

klask e aezamañchoù

1732
Daveenn : GReg pg aise

kemeret e aezamant

1732
Daveenn : GReg pg (s')accomoder

aezamant

1732
Daveenn : GReg pg aisance, aise, commodité, facilité (maniere aisée dont on fait quelque chose)

gant aezamant

1732
Daveenn : GReg pg aisément

aezamañchoù

1732
Daveenn : GReg pg aise, facilité (maniere aisée dont on fait quelque chose)

aezamant

1732
Daveenn : GReg pg commodité (aise, facilité), facilité (maniere aisée dont on fait quelque chose)

aezamant

1732
Daveenn : GReg pg commodité (aise, facilité)

an dra-se a reot en hoc'h aezamant

1732
Daveenn : GReg pg (Vous ferez cela à votre) commodité

aezamant

1931
Daveenn : VALL pg aisance

Ar garg-se a roe din aezamantoù evit kousket en ur gwele, pa zigouezhe ar rejimant en ur geriadenn, da dremen an noz.

1944
Daveenn : EURW.1 p.204

Pelec'h ez eus dour mat da evañ war al lec'h, e-pelec'h ez eus privezioù, peseurt aezamantoù a zo (tommerezh...) [...]

2015
Daveenn : DISENT p75

Pouezus-bras eo o surentez, o aezamant hag ar skeudenn roet dioute o-unan eta.

2015
Daveenn : DISENT p101

Urzh al lizherennoù

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial