Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Gerioù kar :
0

Stummoù pleget : 
58
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. V.k. 1. V.k.e. [1732, 1927] Lakaat udb. da vezañ aesoc'h, didorroc'h (d'ub.) Aesaat e labour d'ub. & Ober war-dro. Kaout unan lovr da aesaat bemdez. 2. V.k.d. (db. ar yec'hed) Skañvaat, terriñ e boan d'ub. Aesaat a ra al louzeier d'ar re glañv. N'eo ket c'hwi a aesay dezhañ. HS. pareañ, yac'haat. II. A. V.g. 1. (db. an traoù) [1985] Dont da vezañ aesoc'h, didorroc'h. [1985] Mard eo un droñjenn re dev evit bezañ gaoliatet, e vez lakaet ur geuneudenn bennak evit aesaat skrimpat warni. Aesaat a ray ar c'hentelioù bremañ. 2. (db. ar yec'hed) Pareañ. E-pad ma vefe bet gar e dad kozh o aesaat. B. V. dic'hour. [2015] Aesaat da ub. : gwellaat dezhañ. [2015] Diskenn a ran d'ar c'hafedi da evañ ur banne kafe, e ken kaz ma aesafe din. Aesaat a ra dezhañ pep a nebeud.

Skouerioù istorel : 
6
Kuzhat roll ar skouerioù

aesaat

1732
Daveenn : GReg pg faciliter (rendre facile)

Peurliesañ o dienez hag al lec’hioù distro ma vevent a aesaas dezho mirout o gizioù ha glanded o gouenn.

1923
Daveenn : SKET p.90

aesaat

1927
Daveenn : GERI.Ern pg aes (rendre ou devenir facile)

Ur burzhud bennak a zigouezhas e-pad hor chomadenn e Lourd ; ma mamm ivez, hag a veze gant ar boan-stomog, a oa aesaet dezhi, war he meno.

1944
Daveenn : EURW.1 p77

Mar demañ ar bleñchoù en hent e reer an dro evit mont e-biou, ha ne vez nemet ur gildro muioc'h gant ar wenodenn ; mar deo un droñjenn e tremener peurvuiañ dreist, ha mar deo re dev evit bezañ gaoliatet, e vez lakaet ur geuneudenn bennak evit aesaat skrimpat warni.

1985
Daveenn : DGBD p34

Krog eo an droug-penn ennon gant an tregas am eus ha skeudenn ar grougadenn ne dec'h ket a-zirak ma daoulagad. Diskenn a ran d'ar c'hafedi da evañ ur banne kafe, e ken kaz ma aesafe din.

2015
Daveenn : EHPEA p346

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial