Pep lestr moroniezh a vez bremañ en e vourzh ur seurt ardivink, hag e c'hell evel-se sontañ kalz aliesoc'h eget ne raed gant ar plom.
Va zad-kozh, Jakez an Aubin, a oa un den a vent vrav, treut ha kreñv, lemel e varv a rae da [sic] Sadorn, nemet ur pezh torkad reun louet miret gantañ a bep tu d'e zremm krizennet e-giz an darn vuiañ eus martoloded gwechall rak, atav o loveal du-mañ ha du-hont war vourzh listri-brezel, bevet en devoa e-pad pemp bloaz warn-ugent pell-pell eus e vro.
An dro-mañ ’vat, ne deurvezas ket ar roue dont d’hor bete : klañv ’oa war e wele, eme ar c’helaouennoù, met e wreg, merc’h roue ar Montenegro, a bignas war vourzh.
Rankout a raen er mare-mañ treiñ kein d’ar mor, rak va bagig am boa da levial war un mor ken dirollet ha ken kriz all, ar bed a-bezh, met da vihanañ ne vijen ket va-unan war vourzh peogwir e oa tu-hont, ouzh va c’hortoz [sic, gortoz] e Moskov ar vaouez a garen hag e oan karet ganti.
Kentañ gwech e oa honnezh din kuitaat ur porzh e bourzh ul lestr; va-unan edon, ne oa deuet den d'am ambroug betek amañ ha, daoust din marteze, e voen fromet koulskoude o welout ar c'himiadoù, an divrec'hioù oc'h hejañ, ar mouchoueroù o frizañ, hag hini pe hini zoken o leñvañ.
Mots précédents
Mots suivants
bourzhaj