Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Stummoù pleget : 
5
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. 1. Kostez ur vag. Deuet ez eus dour dreist ar bourzh. & Bourzh-ha-bourzh : stok-ha-stok. An daou lestr a yae bourzh-ha-bourzh. & Gorre-bourzh : bourzh (2). 2. Dre ast. Pont, leur ul lestr. Chom war bourzh ur vag. & Ent krenn prl. Lamet e oa bet diwar ar bourzh gant un tarzh mor. 3. Dre ast. Lestr, bag. Bezañ degemeret er bourzh. Unnek den e oamp war vourzh. Bezañ war ur bourzh bnk. : war ur vag bnk. Sevel, mont e bourzh ur vag, en he bourzh : er vag-se end-eeun. II. Merdead. 1. Tennad hent a ra ul lestr hep cheñch tu pa vez o loveañ. Tennañ ur bourzh : mont a-hed ur bourzh. Treiñ bourzh : cheñch tu. 2. Tr. adv. War e vourzh : hep treiñ bourzh. Ned aint ket er porzh war o bourzh.

Skouerioù istorel : 
21
Kuzhat roll ar skouerioù

bourzh al lestr

1732
Daveenn : GReg pg bord (navire)

emañ er bourzh

1732
Daveenn : GReg pg (il est à) bord

aet d'ar bourzh

1732
Daveenn : GReg pg (aller à) bord

dont d'ar bourzh

1732
Daveenn : GReg pg aborder

aet d'ar bourzh

1732
Daveenn : GReg pg (aller à) bord

monet d'ar bourzh

1732
Daveenn : GReg pg (aller à) bord

bourzh

1732
Daveenn : GReg pg bord (navire)

An Aotrou Poullaoueg a savas e bourzh ar Maris-Stella. Kerkent e klevj[od] ar poleoù o c’hrigoñsal, o wigourat, hag, en un taol, al lestr, goloet a lian, a soublas gant nerzh an avel, hag a droas penn war-eeun da Vro-Saoz, en u[l] lezel, er mor, un aridennad eonenn war e lerc’h.

1877
Daveenn : EKG.I. p.227

"bourzh" g.

1924
Daveenn : SKET.II p.118 « Geriadurig », "bord (de navire)".

Martolod e vo evel e dad, evel e dud kozh, mous en bourzh ar "Gwennili", gwellañ ha bravañ bag a oa er porzh. War ar mor !…

1924
Daveenn : BILZ1 Niv. 47, p.1125 (Miz Du 1924).

— Diziou, paotr, ec’h afomp er-maez. — Dimerc’her, a-raok an noz, me ’vo en ho pourzh, kabiten.

1925
Daveenn : BILZ2 p.180

Paotr kaezh, ne vi ket ur martolod, ken m'ho po graet ur veaj e mor ar Su, hag e bourzh un teir-gwern.

1925
Daveenn : BILZ2 p.177

Paravire ! Hag en ampoent ma ’c’h ae an taol da zifarleañ : adieu vat ! Ar Gwennnili, skañv evel al lapous e baeron, pleget e listenn a-rez an dour, a save en avel war gein ar wagenn, ha, dindan dorn ar paotr, sentus ar vag a vire a vourzh evel ur gornigell. Chañje eo…

1925
Daveenn : BILZ2 p.107

bourzh

1927
Daveenn : Geri.ern pg bourz

bourzh

1927
Daveenn : Geri.ern pg bourz

war vourzh

1931
Daveenn : VALL pg (à) bord (de)

e bourzh

1931
Daveenn : VALL pg (à) bord (de)

bourzh

1931
Daveenn : VALL pg bord (d'un navire)

Pep lestr moroniezh a vez bremañ en e vourzh ur seurt ardivink, hag e c'hell evel-se sontañ kalz aliesoc'h eget ne raed gant ar plom.

1943
Daveenn : TNKN p12

Me, avat, hag e oa ar wech kentañ din mont war vor, a chomas war ar bourzh da lakaat don em daoulagad arvest eston an dremmwel.

1944
Daveenn : EURW.1 p.109

Kentañ gwech e oa honnezh din kuitaat ur porzh e bourzh ul lestr; va-unan edon, ne oa deuet den d'am ambroug betek amañ ha, daoust din marteze, e voen fromet koulskoude o welout ar c'himiadoù, an divrec'hioù oc'h hejañ, ar mouchoueroù o frizañ, hag hini pe hini zoken o leñvañ.

1985
Daveenn : DGBD p10

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial