I.
B./G.
1. [1931] Lec'h ma vez bas an dour.
2. Sont kerreg tost ouzh gorre an dour ha dizoloet pe get gant an daere.
HS. karreg, sklos, skosell.
II.
G. (en troiennoù)
1. (db. an dud dh.)
[2015] MONT D'AR BAZ : mont d'an traoñ, kouezhañ.
A-ruilhoù, a-lammoù bras ez eomp d'ar baz ma ne gemer Doue truez ouzhimp.
[2015] An dra nemetañ a glevan bemnoz eo emaomp o vont d'ar baz.
&
MONT D'AR BAZ : mont e vadoù da netra.
Aet eo d'ar baz. Tost da vont d'ar baz.
&
MONT D'AR BAZ : mont da get.
Emañ ar vicher a voureller o vont d'ar baz. Aet eo e vadoù gantañ d'ar baz.
2. Kas d'ar baz : rivinañ.
Bara tomm ha keuneud glas a gas an ozhac'h d'ar baz.
Gouzout a ez, gwelloc'h e kavan bezañ e kavandenn Aretí eget enaouiñ ar skinwel. An dra nemetañ a glevan bemnoz eo emaomp o vont d'ar baz. N'on ket evit gouzañv ken e vije gwashaet an traoù atav.