Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
GBAHE

Gerioù kar :
0

Stummoù pleget : 
8
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. B./G. 1. [1931] Lec'h ma vez bas an dour. 2. Sont kerreg tost ouzh gorre an dour ha dizoloet pe get gant an daere. HS. karreg, sklos, skosell. II. G. (en troiennoù) 1. (db. an dud dh.) [2015] MONT D'AR BAZ : mont d'an traoñ, kouezhañ. A-ruilhoù, a-lammoù bras ez eomp d'ar baz ma ne gemer Doue truez ouzhimp. [2015] An dra nemetañ a glevan bemnoz eo emaomp o vont d'ar baz. & MONT D'AR BAZ : mont e vadoù da netra. Aet eo d'ar baz. Tost da vont d'ar baz. & MONT D'AR BAZ : mont da get. Emañ ar vicher a voureller o vont d'ar baz. Aet eo e vadoù gantañ d'ar baz. 2. Kas d'ar baz : rivinañ. Bara tomm ha keuneud glas a gas an ozhac'h d'ar baz.

Skouerioù istorel : 
2
Kuzhat roll ar skouerioù

baz

1931
Daveenn : VALL pg bas-fond

Gouzout a ez, gwelloc'h e kavan bezañ e kavandenn Aretí eget enaouiñ ar skinwel. An dra nemetañ a glevan bemnoz eo emaomp o vont d'ar baz. N'on ket evit gouzañv ken e vije gwashaet an traoù atav.

2015
Daveenn : EHPEA p28

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial