Télécharger les mots parents boutailhad boutailhañ boutailher boutailhig boutailh-soudard
boutailh
boutailh
ur voutailh
boutailh
War an taol e sentis, ha bec'h dezhi ! Da gentañ, e tapis krog en ur choanenn hag, o vezañ graet ur groaz gant beg va c'hontell war gof an dorzh vara, e troc'his ur mellad tamm diouti. Goude-se, e faoutis ur pezhiad riblennad kig-moc'h du bet e-pad pemp pe c'hwec'h vloaz o vogediñ e kimin va mamm-guñv, hag ar c'harvanoù - va re-me - a yeas en-dro ken na zifindaone ! Ur pennad da c'houde, e stagis ar voutailh leun a win ruz ouzh va fenn ha bec'h ivez dezhi, da gas ar c'hig-sall hag ar bara kras da stankañ he genoù da'm bouzellenn vras !
boutailh
War-dro kreisteiz e teu ar boy da lakaat boutailhoù an "digor-boued" ha dour fresk war un daolig vihan (ur yenerez dre betrol hon eus bet, ha dre-se e c'hellomp kaout bremañ dour fresk evit evañ. Ul lid, hennezh, hag a vez dalc'het start dezhañ zoken ma ne vez evet netra peurliesañ).
Aesoc'h e oa ar vuhez eviti zbaoe ma oa bet lakaet an tredan da zont betek ar C'hastell, gwall nebeut ez implije anezhañ forzh penaos, ur voutailh gaz a oa ganti gant ur fornigell blat daou tan, c'hwec'h miz e pade ar voutailhad : ne c'hortoze ket muioc'h digant an araokaat.
Mots précédents
Mots suivants
boutailhad