Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
NDBF
GBAHE

Formes fléchies : 
5
Afficher les formes fléchies

Définition :  Masquer la définition

1. Endalc'had ur bouteg. Ur boutegad dilhad fank. Ur boutegad meskl. 2. Kementad bihan pe vras. Ne oa ket ur boutegad tud ouzh e heul. Meur a voutegad marvailhoù he deus bet amzer da gontañ.

Exemples historiques : 
7
Masquer la liste des exemples

boutegad

1659
Référence : LDJM.1 pg bouteccat

Ur boutegad avaloù em [sic] eus prenet.

1850
Référence : GON.II pg boutégad (J'ai acheté une hottée de pommes).

boutegad

1850
Référence : GON.II p.20-21 (hottée), pg boutégad (hottée, la plénitude d'une hotte. plein une hotte), panérad

Ur bouteg war he fenn, Izabel ac’h ae, dre ar c'houmanantoù, ar vererioù hag ar bourkoù, ha, peurvuiañ gwerzhet he boutegad, e teue ganti en distro pastelloùigoù kig, un tamm lard-teuz, ur vozadennig vleud, ur gaolenn-bomez, un irvinenn, hag, en he godell, ur gwennegig bennak.

1924
Référence : BILZ1 Niverenn 38, p.840-841 (Miz C'hwevrer 1924)

Ma ! ur yaouvezh a viz Genver, Saig en devoa roet un taol-sein ha tapet un toulladig broged. Izabel a brenas digantañ daou voutegad.

1925
Référence : BILZ2 p.123

Izeloc'h en diaz, a-us d'ur menestin foenneg, e disheol ur bochad gwez elv, e klouare ul lenn-kouronkañ, ma c'helled ebatiñ, goude bezañ pigellet pe douget boutegadoù atredoù, e-pad eurioù an deiz ; rak, - ar Reolenn a oa, - ne veze ket lezet nemeur ar baotred yaouank hep ober tra pe dra.

1949
Référence : SIZH p.53

Hervez giz ar vro, edod o kas d’an admiral profoù Abd-el-Aziz hag e niz, pacha Mogador : vioù e-leizh, boutegadoù frouezh mesk-ha-mesk, bananez, avaloù-orañjez, rezin, sitroñs, sukrin dourek, figez, gwestell, kouignoù, torzhoù bara ed-Indez gant bruzun alaman[d]ez, koumin ha greun roz-moc’h warno, deñved, girvi hag ur vuoc’hig gant kernioù hir-hir a veoge didruez, spouronet ken ma ’z oa gant tourni ar sonerien du.

1954
Référence : VAZA p.137

L'Office public de la langue bretonne