1. Stal.
Gloev eo ar boutikloù digor. Dougen e voutikl war e c'houzoug.
&
Trl.
Foet-e-voutikl, foet-boutikl : den techet da zispign betek re.
2. Dre ast., rannyezh.
Merouri vihan.
Un tammig menaj a ziv vuoc'h, ur boutikl evel ma vez lavaret, ur pennti, mard eo gwelloc'h ganeoc'h.
3. Dre ast.
Bern traezoù en dizurzh.
Hag aet tout ar voutikl gantañ.
DHS. stal.
4. Dre skeud.
Istor n'eo ket gwirheñvel.
N'eo ket reizh ar voutikl-mañ !
DHS. kaoz (3), kont (2), siklezon.