Tr. stl. isur.
1. (e deroù un islav. amzeriañ)
[1877, 1904, 1927, 1931] A-BENN MA, A-BENN PA : (d'an diwezhatañ) d'ar mare ma.
Noz e vo a-benn ma vint degouezhet er gêr. A-benn ma'm bo bet an arc'hant-se e vo aet meur a viz hebioù. A-benn pa zistroio d'ar gêr e vo bet meur a gemm en ti.
[1877] A-benn ma vez graet, er c’hiz-se, daou pe dri dervezh evañ, e vez aet gounidegezh ar sizhun [...].
2. (e deroù un islav. a dalvez da verkañ ur pal)
A-BENN MA : evit ma.
Ret eo kavout barzhed a-benn ma adsavo hor bro.
3. (e deroù un islav. divizout, dirak ur v. en doare div.)
[1904] A-BENN MA : e ken kaz ma.
Chom amañ da c'hortoz a-benn ma teujent abretoc'h eget ma soñj deomp.
Kemenn d’ar C’higer ez eus e Kermabrouz, e parrez Koadout, loened lart da ziskar a-benn ma teuy gouelioù Pask.
Kemenn d’ar C’higer ez euz e Kermabrouz, e parrez Koadout, loened lard da ziskar a-benn ma teui goueliou Pask.
1877
Référence :
EKG.I.
p.90
A-benn ma vez graet, er c’hiz-se, daou pe dri dervezh evañ, e vez aet gounidegezh ar sizhun, pe war-dro, hag evelato er gêr [ez] eus tad ha mamm, gwreg ha bugale hag a c’houlenn ivez un tamm bara.
A benn ma vez great, er c’hiz-se, daou pe dri dervez eva, e vez eat gounidegez ar zizun, pe var dro, hag evelato er gear euz tad ha mamm, grek ha bugale hag a c’houlenn ive eunn tamm bara.
1877
Référence :
EKG.I.
p.64
a-benn ma
aben ma
1904
Référence :
DBFV
pg aben (aussitôt que, pour le moment où)
Hag, en ur sevel he biz-yod, e lavaras : « Laka don ez spered kement-mañ, Tekos, evit a-benn ma vezi deut en oad-gour. [...] »
Hag, en eur sevel he biz-yod, e lavaras : « Laka doun ez spered kement-man, Tekos, evid a-benn ma vezi deut en oad-gour. [...] »
1924
Référence :
SKET.II
p.27
a-benn ma
1927
Référence :
GERI.Ern
pg a-benn (d'ici que, pour le moment où)
a-benn ma teuio
1931
Référence :
VALL
pg attendre
a-benn ma
1931
Référence :
VALL
pg après (que ; marquant un certain temps ou un but), avant
An Ao.Ao. Corven ha Caouissin a dro ar selloù war an teatr, en deus kalz d'ober, e Breizh, a-benn bezañ stummet diouzh ar vicher en gweler oc'h ober hiriv e lec'h all : prezeg d'an dud a-vremañ, 'n un doare bev, krenn, nerzhus.
An Ao.Ao. Corven ha Caouissin a dro ar sellou war an teâtr, en deus kalz d'ober, e Breiz, a-benn beza stummet diouz ar vicher hen gweler oc'h ober hirie elec'h all : prezek d'an dud a-vreman, 'n eun doare beo, krenn, nerzus.
1935
Référence :
BREI
niv. 425/1c
Pa lavare ar glianted d'am zad : « Kerzhout a ray ho mab war ho roudoù, aotrou noter[,] hemañ a zo abred o tiskiñ e vicher avat ! » pe meuleudioù all evel-se, ma zad a wele dija e bennhêr, a-benn ma vije arru kozh, o kemerout e garg, mes me a vouzhe ouzh o c'hlevout o fougeal ganin[.]
Pa lavare ar glianted d'am zad : « Kerzout a ray ho mab war ho roudou, Aotrou Noter. Hemañ a zo abred o tiski e vicher avat ! » pe meuleudiou all evelse, ma zad a wele dija e bennher, a-benn ma vije arru koz, o kemerout e garg, mes me a vouze ouz o c'hlevout o fougeal ganin :