1. [1499] Rann eus ar benvegad treizhañ zo etre ar stomog hag ar fraezh.
A-raok lakaat sardined da boazhañ, e tenner o fenn hag e teu ar vouzellenn da heul. Bouzellenn ar revr.
&
Ar vouzellenn voan : lodenn gentañ ar rann-se.
Plegoù ar vouzellenn voan.
&
Ar vouzellenn dev : eil lodenn ar rann-se.
&
Pemdez
Bouzellenn-dall : sac'henn.
Bouzellenn-ruz : treizher.
&
Trl.
Ober bouzellenn voan : tremen hep debriñ.
Mont e-barzh bouzellenn ub. : kaout c'hoant gouzout pep tra diwar e benn.
2. Ent krenn
Bouzellenn-rod.
Bouzellenn ma marc'h-houarn.
3. Pemdez. (en e furm lies)
Trl. skeud.
[1499] Hollad ar vouzellenn voan hag ar vouzellenn dev.
Tanet, koeñvet eo e vouzelloù. Kaout droug bouzelloù.
&
Ober bouzelloù moan : tremen hep debriñ.
&
Bezañ ruz e vouzelloù : kaout naon bras.
3. Pemdez. Dre ast.
[1985] Kof.
Ur vouzellenn c'houllo en deus atav.
Référence :
GON.II
pg bouzellen (intestin, Pl. En Tréguier).
bouzellenn
bouellen
1850
Référence :
GON.II
pg bouzellen (intestin, En Tréguier).
bouzelloù
bouzellou
1850
Référence :
GON.II
pg bouzellen (Boyau. Intestin. Pl. aussi "entrailles"), pg divouzella ("bouzellou", boyaux, entrailles).
Ret eo dilardañ ar bouzelloù evit ober silzig.
Réd eo dilarda ar bouzellou évid ôber ar silzig.
1850
Référence :
GON.II
pg dilarda (Il faut dégraisser les boyaux pour faire les saucisses).
Ar bouzelloù o deus, diouzh ma'm eus lennet, seizh gwech hed an den.
Ar bouzellou hô deûz, diouc'h m'am eûz lennet, seiz gwéach héd ann dén.
1850
Référence :
GON.II
pg bouzellen (Les intestins, d'après ce que j'ai lu, ont sept fois la longueur de l'homme).
— « Ganto war-benn tri deiz[,] me a c'hello stagañ ; / Da c'hortoz, debromp da gentañ / Kordenn ar wareg-mañ, graet eo bet, me c'hoar vat, / Gant ur vouzellenn oan, dioc'h ar c'hwezh eo anat. »
— « Gant-ho war benn tri deiz me a c'hello staga ; / » Da c'hortoz, debromp da genta / » Korden ar warek-man, great eo bet, me c'hoar-vad, / » Gant eur vouzellen oan, dioc'h ar c'houez eo anat. »
1867
Référence :
MGK
p99
‘Lec’h jist[r], 'm [b]efe lonket ogr[a]o[ù], / Na drousmeskfe mui ma bo[uz]ello[ù] ! / Koustet a ra, me en tou, / Laerezh ar Sent e ti Doue ! /
‘Lec’h jist, mefe lounket ogro, / Na drous-meskfe mui ma boello ! / Koustet a ra, me hen toue, / Laerez ar Zent e ti Doue ! /
1898
Référence :
KZVR
Supplément à la Croix des Côtes-du-Nord du dimanche 23 janvier, p.2
Abaoe fenoz ‘kav din, [a]otro[u], / A reer kerden gant ma bo[uz]ello[ù] ! / Chetu an holl arc’hant laeret, / Nemet ar pezh am eus evet. /
Aboue fenoz ‘kav d’in, otro, / A reer kerden gand ma boello ! / Chetu an holl arc’hant laeret, / Nemet ar pez am euz evet. /
1898
Référence :
KZVR
Supplément à la Croix des Côtes-du-Nord du dimanche 23 janvier, p.2
freuzet va bouzelloù gant ar spezard
froec'het va bouc'hellou gad ar c'hpec'hard
1909
Référence :
BROU
p. 422 (groseille. Je crois que dans le Haut-Léon on dit aussi : Spezard, car on cite comme exemple de leur prononciation Froec'het va bouzellou gad ar c'hpec'hard)
O kemerout, goude-se, daou gorn ejen [banek], dre stagañ outo a-dreuz daou bezh prenn ma stennas warno pennadoù bouzelloù, ec’h oberias ar gentañ telenn, henañ"krotta" a voe.
O kemerout, goude-ze, daou gorn ejen bannek [sik], dre staga outo a-dreuz daou bez prenn ma stennas warno pennadou bouzellou, ec’h oberias ar genta telenn, hena krotta a voe.
1923
Référence :
SKET
p.54
Ar bleizi a grogas o dent en o c’hof o tiframmañ o bouzelloù er-maez.
Ar bleizi a grogas o dent en o c’hof o tiframma o bouzellou er-maez.
1924
Référence :
SKET.II
p.53
A ! mar gallfent !… Ya, met re diwezhat eo, ne c’hallfont ket tennañ, eus fin foñs o bouzelloù, ar per o devoa debret. Siwazh ! pell, re bell a oa erru ar per-se. Ha pegement a blijadur o devoa gouzañvet o tastum, o kuntuilh, o tibriñ ar per, ar c’hastrilhez.
Ah ! mar gallfent !… Ya, met re diweat eo, ne c’hallfont ket tenna, eus fin fons o bouellou, ar per o devoa debret. Siouaz ! pell, re bell a oa erru ar per-ze. Ha pegement a blijadur o devoa gouzanvet o tastum, o kuntuilh, o tibri ar per, ar c’hastrilhez.
1924
Référence :
BILZ1
Niverenn 39, p.868 (Miz Meurzh 1924)
bouzellenn
1927
Référence :
Geri.ern
pg bouzellenn
bouelloù
boello
1927
Référence :
Geri.ern
pg bouzellenn
bouzelloù
bouzellou
1927
Référence :
Geri.ern
pg bouzellenn
Me a sant va bouzellenn vras o c'hourlammat e kostez dehoù va c'hof ! M'eus aon emañ-hi o c'hoari penn-tourtig !... – Ma ! lop war ar boued 'ta neuze, Yann, da c'hedal ma vo distouvet ar boutailhoù ganin-me ! a droc'has paotr Gouenoù.
Me a sant va bouzelenn-vras o c'hourlammat e kostez dehou va c'hof ! Am eus aon emañ-hi o c'hoari penn-tourtik!... – Ma ! lop war ar boued 'ta neuze, Yann, da c'hedal ma vo distouvet ar boutailhou ganeñ-me ! a drouc'has paotr Goueznou.
1929
Référence :
SVBV
p9
va re-me) a yeas en dro ken na zifindaone ! Eur pennad da c'houde, e stagis ar voutailh leun a win ruz ouz va fenn ha bec'h ivez d'ezi, da gas ar c'hig sall hag ar bara kras da stanka he genou d'am bouzellenn vras!
War an taol e sentis, ha bec'h d'ezi ! Da genta, e tapis krog en eur chouanenn hag, o veza graet eur groaz gant beg va c'hontell war gof an dorz vara, e trouc'his eur mellad tamm diouti. Goude-ze, e faoutis eur peziad riblennad kig moc'h du bet e-pad pemp pe c'houec'h vloaz o vogedi e kimin va mamm-guñv, hag ar c'harvanou
1929
Référence :
SVBV
p9
bouzelloù
bouzellou
1931
Référence :
VALL
pg boyau
divinour dre ar bouzelloù
divinour dre ar bouzellou
1931
Référence :
VALL
pg aruspice
bouzellenn
1931
Référence :
VALL
pg boyau
divinouriezh dre ar bouzelloù
divinouriez dre ar bouzellou
1931
Référence :
VALL
pg augurale
bouzellennoù
bouzellennou
1931
Référence :
VALL
pg boyau
Ma vefe gwir o flemmad lemm, / Ne rafen ket bouzellenn voan / Ha ken kastiz ne ve ma dremm / Gant pezh am bez da lein ha koan.
Ma vefe gwir o flemmad lemm, / Ne rafen ket bouzellenn voan / Ha ken kastiz ne ve ma dremm / Gant pez am bez da lein ha koan.
1960
Référence :
PETO
p28
Ha c'hwi o tremen koulskoude, goude ober un hej mat d'ho pouzelloù; hag e kendalc'h ar c'harr gant e hent, ret dezhañ pignat bremañ en ur roc'hat mantrus.
1985
Référence :
DGBD
p81
An hanter ac'hanomp a veze klañv gant o bouzelloù, o tiwaskañ poanioù skrijus gant ar red-kof. An hanter all a veze gant ar wazrudez ha ne c'hellent ket azezañ.
2015
Référence :
EHPEA
p325
Jahinet eo gant kankr ar vouzellenn.
2015
Référence :
EHPEA
p113
Note d'étude
E GON.II e vez kavet "bouellen. Pl. bouello" evel stummoù eus Bro-Dreger ha "boellen. Pl. boelleu" evel stummoù eus Bro-Wened.