Pellgargañ ar gerioù kar bouzellek divouzellañ divouzellet pennbouzell pennbouzellet
bouzellenn
War an taol e sentis, ha bec'h dezhi ! Da gentañ, e tapis krog en ur choanenn hag, o vezañ graet ur groaz gant beg va c'hontell war gof an dorzh vara, e troc'his ur mellad tamm diouti. Goude-se, e faoutis ur pezhiad riblennad kig-moc'h du bet e-pad pemp pe c'hwec'h vloaz o vogediñ e kimin va mamm-guñv, hag ar c'harvanoù - va re-me - a yeas en-dro ken na zifindaone ! Ur pennad da c'houde, e stagis ar voutailh leun a win ruz ouzh va fenn ha bec'h ivez dezhi, da gas ar c'hig-sall hag ar bara kras da stankañ he genoù da'm bouzellenn vras !
bouzellenn
Graet e voe ’ta an taol war vourzh, ha kavet e voe e bouzellenn ar paour kaezh un tammig pluskenn eus pikoloù rezin Las Palmas.
Met ken gouez ha ma’ z eo e gwirionez pep den, e teuer gwell [gwall] abred d’en em ober ouzh ar paour kaezh merzherien, ar c’hezeg o sachañ war o lerc’h o bouzelloù, ouzh beogadennoù ar c’hole pennfollet, ouzh ar poulladoù gwad o kaoulediñ war draezh ar redlec’h, ha ret eo din anzav, mar bije bet degouezhet d’al loen lemmgornek toullgofañ unan eu[s] ar vourevien a lamme hag a zifrete e[n]-dro dezhañ, blejet am bije moarvat, ken birvidik hag ar Veksikaned : Olle, Olle, bravo toro !
Ya, ya, gortozit ! a lavaren ouzhin va[-]unan, flemmet gant ar seurt goaperezh, mar peg ouzhoc’h an droug-kof bete neuze, truez am bo da gaout ouzh ho pouzelloù ! »
Ha c'hwi o tremen koulskoude, goude ober un hej mat d'ho pouzelloù; hag e kendalc'h ar c'harr gant e hent, ret dezhañ pignat bremañ en ur roc'hat mantrus.
Jahinet eo gant kankr ar vouzellenn.
An hanter ac'hanomp a veze klañv gant o bouzelloù, o tiwaskañ poanioù skrijus gant ar red-kof. An hanter all a veze gant ar wazrudez ha ne c'hellent ket azezañ.
Gerioù a-raok
Gerioù da-heul
bouzellenn-dall