En em zibradañ a ris a-nerzh va divrec’h, hag, en ur astenn va divesker a bep tu, e c’hellis sevel uhel a-walc’h evit bezañ e kuzh a-raok m’oa deuet ar soudarded d’am c’hlask, rak bet e oant da gentañ er penn uhelañ, abalamour ma kave dezho e vijen aet er penn-se da c’houlenn golo digant Bielon.
« Nom de va ene ! e [sic] vleje eñ a-nerzh e benn, tavit din, rak pep ki a zo roue en e di.