Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
GBAHE

Formes fléchies : 
5
Afficher les formes fléchies

Définition :  Masquer la définition

1. Pezh dilhad da wiskañ an divesker penn-da-benn adalek an dargreiz betek an treid. Ur bragoù. Ur bragoù mezher, voulouz. Gwiskañ, diwiskañ e vragoù. Garenn ur bragoù. [1954] Stummañ a rae 'ta evel ma ouie ur bragoù, ur jiletenn hag ul levitenn [...]. & Bragoù hir : a ziskenn betek an daou ufern. & Bragoù berr : a ziskenn betek kreiz an divorzhed pe betek an daoulin. & Bragoù toull-buoc'h, bragoù toull-gwiz : bragoù gant un toull-bragez e-lec'h ur pont. Ur bragoù toull-buoc'h e oa, heñvel-mik ouzh re ar vourc'hizien. 2. (db. ar gizioù henvoazel e Breizh) Bragoù-berr : bragoù strizh stardet dindan an daoulin. & Bragoù-bras : bragoù ledan-tre stardet dindan an daoulin. 3. Trl. skeud. Ober he Mari bragoù : ren war an tiegezh e-lec'h ar gwaz, pa reer anv eus ur vaouez. & Dougen ar vrozh* hag ar bragoù. & Na vezañ oc'h uzañ e vragoù kentañ : kaout un tamm mat a skiant-prenet. & Ober ur bragoù paper da ub. : mirout outañ, a-berzh lezenn, d'ober war-dro e vadoù, e zanvez. HS. lavreg.

Exemples historiques : 
36
Masquer la liste des exemples

bragoù

1659
Référence : LDJM.1 pg haut (de chausse(, hauts (de chausses)

toull bragoù

1659
Référence : LDJM.1 pg braguette

bragoù digor

1732
Référence : GReg pg chausse (haut-de-chausses ouvertes, ou, braïes à la Romaina ; comme on en porte depuis Chateauneuf du Faou jusqu'à Quintin)

ar wreg a wisk ar bragoù

1732
Référence : GReg pg (la femme porte le haut-de-) chausse(s)

ur re vragoù

1732
Référence : GReg pg (une paire de) chausse(s)

bragoù karre

1732
Référence : GReg pg chausse (haut-de-chausses ouvertes, ou, braïes à la Romaina ; comme on en porte depuis Chateauneuf du Faou jusqu'à Quintin)

bragoù

1732
Référence : GReg pg braies (haut de chausses), chausse(s, ou, haut de chausses)

ur bragoù

1732
Référence : GReg pg chausse(s, ou, haut de chausses)

bragoù

1850
Référence : GON.II pg bragez

bragoù

1850
Référence : GON.II pg bragez

O boazañ a reas d’ober gant ar brageier, ha gant an doneg vilginek ha kougoulek evit ar goañv.

1923
Référence : SKET p.59

Neuze e veze skubet an ti, gwalc’het an dilhad, puret an annez, dreset ar brageier, al loereier, an hivizoù, ar rochedoù, neuze e veze gwalc’het o divjod, o daouarn, kribet o blev d’ar vugale ; hag evel-se an ti hag ar vugale a veze kempennet pa chome ar vamm er gêr.

1924
Référence : BILZ1 Niverenn 38, p.841-842 (Miz C'hwevrer 1924)

E bask a reas gant kalon, daoust d’ar goap a oa bet graet outañ, abalamour d’e zilhad : e vragoù, ur bragoù berliñj glas bet d’e dad ha berraet gant Izabel ; e borpant, bet digant ar c’hure, kalz re ledan ha re hir, enkaet ha berraet ivez gant ar vamm.

1924
Référence : BILZ1 Niv. 43-44, p.1025 (Gouere-Eost 1924)

Saig a roas dezhañ ur borpant lien gouel eoliet, ur martolod ur bragoù ; Izabel a brenas dezhañ ur botoù-koad goloet hag a reas dezhañ daou re leroù stamm ha pitouilh ; unan all a roas dezhañ ur c’hozh suroa : dreset eo bet, adeoliet, ha setu Bilzig sterniet evel ur gwir [v]artolod.

1925
Référence : BILZ2 p.107

bragoù bras

1927
Référence : GERI.Ern pg bragaoua

brageier

1927
Référence : Geri.ern pg bragaoua

bragoù

1927
Référence : Geri.ern pg bragaoua

bragoù

1927
Référence : GERI.Ern pg bragaoua

bragoù moan

1927
Référence : GERI.Ern pg bragaoua

brageier

1931
Référence : VALL pg braie (la paire; pl. indéterminé)

bragoù

1931
Référence : VALL pg braie (la paire; pl déterminé)

An afer Dreyfus he doa rannet ar C’hallaoued etre div gostezenn : yaouankizoù ar skolioù-uhel a gave brav goapaat ar « brageier lêr kozh », ha diskouez evel-se pegen digabestret e oa o empennoù…

1944
Référence : EURW.1 p.197

Evit kavout d’am goulenn ur respont dereat e vefe ret bezañ gouiziek e kement gouiziegezh, hag a-boan ma ’m eus-me uzet foñs ur bragoù war skiñvier ar skolioù.

1944
Référence : ATST p.8

Fidandoustik ! Job ha Lom ne oant ket pell o sevel; ul lamm-spont a rejont diouzh ar foz, evel ma vije bet an diaoul krog e foñs o bragoù.

1944
Référence : ATST p.22

War ar galoch, e lakaed bep a wenneg -pe bep a vouton bragoù d'ar vugale-.

1944
Référence : EURW.1 p22-23

Gwisket e oant evel nannbeleien, gant ur bragoù hir, ul livitenn hag un tog-kern-uhel, holl e du.

1944
Référence : EURW.1 p49

Tennañ 'rejomp hor chupennoù, ha mirout hor brageier, da sevel er gwele divalo.

1944
Référence : EURW.1 p.152

Deskiñ a reomp raktal hent ar c’hantin, da zourañ hon degemer [e-]touez ar brageier ruz.

1944
Référence : EURW.1 p.192

An deiz ne oa ket deuet e dermen, ma oamp gwisket hag harnezet penn-kil-ha-troad. Daou vragoù ruz, ur chupennig verr, ur porpant Sul, gant baskoù ha div regennad boutonoù kouevr, ur re skoazellennoù ruz gant istribilhonoù, ur gapotenn hir, daou gepi, unan anezho gant un doupenn hag ur blakenn driliv, ur boned polis, daou re votoù lêr, ur re blat anezho ; rochedoù, gourizoù mezher, manegoù ha zoken ur boned-noz !

1944
Référence : EURW.1 p.194

Gwarizi a vagen ivez outo o vezañ ma 'z aent bemdeiz da di ar skolaer ha dreist-holl abalamour m'o deveze aotre da vale diarc'hen ha dre se, lañs da batouilhat er fank hep aon rak ar c'hailhar ; alies zoken, daoust ha ma veze kalz frankoc'h an traoù gant o c'herent eget gant Biz Kamm hag E-Mari Dremel, ur pennad lostenn vrizh a weled o tifloupañ diouzh ur rog bennak e foñs o bragoù, ha pa vije bragoù mab an Aotrou Maer.

1954
Référence : VAZA p.28

Ger latin ebet ne veze klevet eno ; rankout a rae e barrezianiz tremen gant « Ne n'eus [sic] ket e Breizh », « Ni ho salud, Steredenn vor », « O kalon sakr ! », « Sant Jozeb, pried Mari » hag « Un Doue hepken [']adori » met sarmon a rae mestr an ti, ha bep tro diwar fallagriezh ar veleien : « Bete pegoulz, emezañ, e laoskint o Mestr hag o C'hrouer kuit a lostenn hag a vragoù ? »

1954
Référence : VAZA p.22-23

Dilhad martolod a veze ar peurliesañ en-dro din, gant ur bragoù berr evel-just, hag em c'herc'henn ur c'holier glas.

1954
Référence : VAZA p.27

Stummañ a rae 'ta evel ma ouie ur bragoù, ur jiletenn hag ul levitenn : a-wechoù e veze pikoloù evned ruz o tarnijal war ur vragezenn, ha chas melen o redek gedon a-hed ur vragezenn all, tanfoeltr van ne rae Yann ; bugale ar skol 'vat, ne lavaran ket.

1954
Référence : VAZA p.20-21

Bez' e oa ivez en e di ur groaz, hag ur pikol hini gant un Aotrou Doue tachet warni evel m'eo dleet, met hennezh 'vat ne c'houzañve ket gant ar riv, rak gwisket e oa dezhañ ur gorfenn stamm hag un tamm bragoù voulouz.

1954
Référence : VAZA p.22

Div daol a zo war al leurenn, un den ouzh pep hini : ar Maer o lenn hag ar Skrivagner ti-kêr o skrivañ. O daou e tougont gwiskamant ar vro : tog ledan, chupenn, bragoù bras ha bodreoù.

1960
Référence : PETO p11

Ha kement-se a ro tu din da reiñ da c'houzout penaos e vezed gwisket evit ober al labour edomp o kas da benn : evit al labour e lakaemp peurvuiañ ur bragoù berr, o tennañ d'ar re a zo bet anavezet kalz ivez gant loened pe blant 'zo, e tougemp bodreoù lien tev (al lêr a vije aet da fall diouzhtu !); met ar pep pouezusañ evit bezañ en e aez a oa dougen boteier lien gant solioù kanab (un doare espadrilhoù o sevel uhel e doare golo mat an ufernioù); gant ar re-se e c'helled mont en dour kement ha ma kared peogwir e sile an dour er-maez goude dre wask an danvez, ha ne chome ket da saflikat er botoù.

1985
Référence : DGBD p110

L'Office public de la langue bretonne

Réseaux sociaux