Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
GBAHE

Stummoù pleget : 
5
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

1. Pezh dilhad da wiskañ an divesker penn-da-benn adalek an dargreiz betek an treid. Ur bragoù. Ur bragoù mezher, voulouz. Gwiskañ, diwiskañ e vragoù. Garenn ur bragoù. & Bragoù hir : a ziskenn betek an daou ufern. & Bragoù berr : a ziskenn betek kreiz an divorzhed pe betek an daoulin. & Bragoù toull-buoc'h, bragoù toull-gwiz : bragoù gant un toull-bragez e-lec'h ur pont. Ur bragoù toull-buoc'h e oa, heñvel-mik ouzh re ar vourc'hizien. 2. (db. ar gizioù henvoazel e Breizh) Bragoù-berr : bragoù strizh stardet dindan an daoulin. & Bragoù-bras : bragoù ledan-tre stardet dindan an daoulin. 3. Trl. skeud. Ober he Mari bragoù : ren war an tiegezh e-lec'h ar gwaz, pa reer anv eus ur vaouez. & Dougen ar vrozh* hag ar bragoù. & Na vezañ oc'h uzañ e vragoù kentañ : kaout un tamm mat a skiant-prenet. & Ober ur bragoù paper da ub. : mirout outañ, a-berzh lezenn, d'ober war-dro e vadoù, e zanvez. HS. lavreg.

Skouerioù istorel : 
31
Kuzhat roll ar skouerioù

bragoù

1659
Daveenn : LDJM.1 pg haut (de chausse(, hauts (de chausses)

toull bragoù

1659
Daveenn : LDJM.1 pg braguette

ar wreg a wisk ar bragoù

1732
Daveenn : GReg pg (la femme porte le haut-de-) chausse(s)

bragoù karre

1732
Daveenn : GReg pg chausse (haut-de-chausses ouvertes, ou, braïes à la Romaina ; comme on en porte depuis Chateauneuf du Faou jusqu'à Quintin)

ur re vragoù

1732
Daveenn : GReg pg (une paire de) chausse(s)

bragoù

1732
Daveenn : GReg pg braies (haut de chausses), chausse(s, ou, haut de chausses)

ur bragoù

1732
Daveenn : GReg pg chausse(s, ou, haut de chausses)

bragoù digor

1732
Daveenn : GReg pg chausse (haut-de-chausses ouvertes, ou, braïes à la Romaina ; comme on en porte depuis Chateauneuf du Faou jusqu'à Quintin)

bragoù

1850
Daveenn : GON.II pg bragez

bragoù

1850
Daveenn : GON.II pg bragez

O boazañ a reas d’ober gant ar brageier, ha gant an doneg vilginek ha kougoulek evit ar goañv.

1923
Daveenn : SKET p.59

E bask a reas gant kalon, daoust d’ar goap a oa bet graet outañ, abalamour d’e zilhad : e vragoù, ur bragoù berliñj glas bet d’e dad ha berraet gant Izabel ; e borpant, bet digant ar c’hure, kalz re ledan ha re hir, enkaet ha berraet ivez gant ar vamm.

1924
Daveenn : BILZ1 Niv. 43-44, p.1025 (Gouere-Eost 1924)

Neuze e veze skubet an ti, gwalc’het an dilhad, puret an annez, dreset ar brageier, al loereier, an hivizoù, ar rochedoù, neuze e veze gwalc’het o divjod, o daouarn, kribet o blev d’ar vugale ; hag evel-se an ti hag ar vugale a veze kempennet pa chome ar vamm er gêr.

1924
Daveenn : BILZ1 Niverenn 38, p.841-842 (Miz C'hwevrer 1924)

Saig a roas dezhañ ur borpant lien gouel eoliet, ur martolod ur bragoù ; Izabel a brenas dezhañ ur botoù-koad goloet hag a reas dezhañ daou re leroù stamm ha pitouilh ; unan all a roas dezhañ ur c’hozh suroa : dreset eo bet, adeoliet, ha setu Bilzig sterniet evel ur gwir [v]artolod.

1925
Daveenn : BILZ2 p.107

brageier

1927
Daveenn : Geri.ern pg bragaoua

bragoù

1927
Daveenn : Geri.ern pg bragaoua

bragoù bras

1927
Daveenn : GERI.Ern pg bragaoua

bragoù moan

1927
Daveenn : GERI.Ern pg bragaoua

bragoù

1927
Daveenn : GERI.Ern pg bragaoua

bragoù

1931
Daveenn : VALL pg braie (la paire; pl déterminé)

brageier

1931
Daveenn : VALL pg braie (la paire; pl. indéterminé)

Tennañ 'rejomp hor chupennoù, ha mirout hor brageier, da sevel er gwele divalo.

1944
Daveenn : EURW.1 p.152

Deskiñ a reomp raktal hent ar c’hantin, da zourañ hon degemer [e-]touez ar brageier ruz.

1944
Daveenn : EURW.1 p.192

An deiz ne oa ket deuet e dermen, ma oamp gwisket hag harnezet penn-kil-ha-troad. Daou vragoù ruz, ur chupennig verr, ur porpant Sul, gant baskoù ha div regennad boutonoù kouevr, ur re skoazellennoù ruz gant istribilhonoù, ur gapotenn hir, daou gepi, unan anezho gant un doupenn hag ur blakenn driliv, ur boned polis, daou re votoù lêr, ur re blat anezho ; rochedoù, gourizoù mezher, manegoù ha zoken ur boned-noz !

1944
Daveenn : EURW.1 p.194

An afer Dreyfus he doa rannet ar C’hallaoued etre div gostezenn : yaouankizoù ar skolioù-uhel a gave brav goapaat ar « brageier lêr kozh », ha diskouez evel-se pegen digabestret e oa o empennoù…

1944
Daveenn : EURW.1 p.197

War ar galoch, e lakaed bep a wenneg -pe bep a vouton bragoù d'ar vugale-.

1944
Daveenn : EURW.1 p22-23

Gwisket e oant evel nannbeleien, gant ur bragoù hir, ul livitenn hag un tog-kern-uhel, holl e du.

1944
Daveenn : EURW.1 p49

Evit kavout d’am goulenn ur respont dereat e vefe ret bezañ gouiziek e kement gouiziegezh, hag a-boan ma ’m eus-me uzet foñs ur bragoù war skiñvier ar skolioù.

1944
Daveenn : ATST p.8

Fidandoustik ! Job ha Lom ne oant ket pell o sevel; ul lamm-spont a rejont diouzh ar foz, evel ma vije bet an diaoul krog e foñs o bragoù.

1944
Daveenn : ATST p.22

Div daol a zo war al leurenn, un den ouzh pep hini : ar Maer o lenn hag ar Skrivagner ti-kêr o skrivañ. O daou e tougont gwiskamant ar vro : tog ledan, chupenn, bragoù bras ha bodreoù.

1960
Daveenn : PETO p11

Ha kement-se a ro tu din da reiñ da c'houzout penaos e vezed gwisket evit ober al labour edomp o kas da benn : evit al labour e lakaemp peurvuiañ ur bragoù berr, o tennañ d'ar re a zo bet anavezet kalz ivez gant loened pe blant 'zo, e tougemp bodreoù lien tev (al lêr a vije aet da fall diouzhtu !); met ar pep pouezusañ evit bezañ en e aez a oa dougen boteier lien gant solioù kanab (un doare espadrilhoù o sevel uhel e doare golo mat an ufernioù); gant ar re-se e c'helled mont en dour kement ha ma kared peogwir e sile an dour er-maez goude dre wask an danvez, ha ne chome ket da saflikat er botoù.

1985
Daveenn : DGBD p110

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial