bramm
bramm
bramm
- A wir galon vat ! Mont a rin, sur... Ha mar deu pompinenn Eva war va zro, - yaouank e oa ivez ar breur Alano ; c'hwezek vloaz bennak, - gant gras Doue, ha va botez-me e menez kêr-vrammoù hounnezh...
Mizioù ’oa, e oan bet heget gantañ un dro bennak er stumm-mañ : « Gout’ ouzout, emezañ, piv eo Mozart, Haydn, Grieg, Rubinstein, Weber hag an holl vandenn, pelec’h int deut er bed, gant piv ’oant dimezet ha gant piv ne oant ket, ha zoken ar gerioù distaget ganto kent leuskel o bramm diwezhañ.
Plijout a rae dezhi moarvat ober ur wech an amzer ur c'hofad gouelañ, ha Biz Kamm, daoust ha ma veze ar peurliesañ ken dibreder hag ur vi nevez dozvet, a lavare neuze, ur sac'had droug ennañ : « Va Doue ivez 'ta gant homañ ! krog eo adarre merc'h Sapeur da zougen kañv d'he bramm kentañ ! »
Netra aesoc’h, kwita, eget redek da gerc’hat un test all e-touez ar Vignoned en Iliz ; nann da !... kavout a rae marteze d’ar beskoñsul Kuniot e oamp deut un tammig diwezhatoc’h eget ne voe bet divizet, pe moarvat mall ’oa gantañ plediñ prim-ha-prim gant tudigoù eveldomp-ni, ha marteze all ne bade ken gant ar boan, a-drugarez d’ur bramm a-dreuz na ouie ket ervat dre be penn strakal e-maez rak ur c’hac’her diaes, pa lavaran, e oa an drask-se !….
[...] hag a-bell-da-bell ur bodadig tiez, pe gentoc’h krevier izel ha lous, gant un doenn soul hag ar mogerioù anezho graet gant plenk disliv, hag holl ken bresk da welout ma na vije ket bet ezhomm ur barr avel [barr-avel], nann da !... ur bramm hepken en divije gallet o diskar.
Ac’hanta, e-lec’h tagañ gant ar gounnar, e ris ur c’hofad skrignal gant Soaz Sapeur kerkent hag erru er gêr : « Mamm gozh, emezon, heñvel on ouzh ar c’houer o c’hortoz e gazeg d’halañ, hag e-keit m’edo o soñjal : « Na kaerat ebeul am bo bremaik ! » ne laoskas al loen paour nemet ur pezh pikol bramm. »
Mots précédents
Mots suivants
brammadeg