Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Stummoù pleget : 
5
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

1. Gaz eus ar bouzelloù a zeu er-maez eus ar c'horf dre ar fraezh gant trouz. 2. Trl., pemdez (db. an dud) Leuskel e vramm diwezhañ : mervel. [1954] Gout’ ouzout, emezañ, piv eo Mozart, Haydn, Grieg, Rubinstein, Weber hag an holl vandenn, pelec’h int deut er bed, gant piv ’oant dimezet ha gant piv ne oant ket, ha zoken ar gerioù distaget ganto kent leuskel o bramm diwezhañ. & Evit kement bramm zo tout : evit an disterañ abeg. & (db. an traoù) Na dalvezout ur bramm : bezañ didalvoud-kaer. & Trl. kv., dre fent Bezañ ken diaes d'ober ha delc'her ur bramm war beg un ibil : bezañ diaes-tre da ober. & [1954] Va Doue ivez 'ta gant homañ ! krog eo adarre merc'h Sapeur da zougen kañv d'he bramm kentañ !

Skouerioù istorel : 
16
Kuzhat roll ar skouerioù

bramm

1499
Daveenn : LVBCA p41 (pet)

bramm

1732
Daveenn : GReg pg flatuosité (vent qui sort par bas, Treg., p.)

bramm

1732
Daveenn : GReg pg flatuosité (vent qui sort par bas.)

brammoù

1732
Daveenn : GReg pg flatuosité (vent qui sort par bas, p.)

bramm

1732
Daveenn : GReg pg flatuosité (vent qui sort par bas, Treg.)

bramm

1732
Daveenn : GReg pg flatuosité (vent qui sort par bas, Van., p.)

brammoù

1850
Daveenn : GON.II pg bramm (Pet, vent qui sort du corps par derrière avec bruit. Pl.)

bramm

1850
Daveenn : GON.II pg bramm (Pet, vent qui sort du corps par derrière avec bruit).

Ur bramm en deus laosket dirak an holl.

1850
Daveenn : GON.II pg bramm (Il a lâché un pet devant tout le monde).

brammoù

1850
Daveenn : GON.II pg bramm (Pet, vent qui sort du corps par derrière avec bruit. Pl.)

bramm

1850
Daveenn : GON.II pg bramm (Pet, vent qui sort du corps par derrière avec bruit), bromm

bramm

1927
Daveenn : Geri.ern pg bramm

Mallozhioù, hudurniezh, blejadeg, breugeudoù, brammoù, ur sonadeg dibaouez betek ma son ar c’hleroner « lazhañ ’r gouloù » da 10 eur. Hini ha hini, e serront o genou hag o daoulagad…

1944
Daveenn : EURW.1 p.193

- A wir galon vat ! Mont a rin, sur... Ha mar deu pompinenn Eva war va zro, - yaouank e oa ivez ar breur Alano ; c'hwezek vloaz bennak, - gant gras Doue, ha va botez-me e menez kêr-vrammoù hounnezh...

1949
Daveenn : SIZH p.62

Mizioù ’oa, e oan bet heget gantañ un dro bennak er stumm-mañ : « Gout’ ouzout, emezañ, piv eo Mozart, Haydn, Grieg, Rubinstein, Weber hag an holl vandenn, pelec’h int deut er bed, gant piv ’oant dimezet ha gant piv ne oant ket, ha zoken ar gerioù distaget ganto kent leuskel o bramm diwezhañ.

1954
Daveenn : VAZA p.178-179

Plijout a rae dezhi moarvat ober ur wech an amzer ur c'hofad gouelañ, ha Biz Kamm, daoust ha ma veze ar peurliesañ ken dibreder hag ur vi nevez dozvet, a lavare neuze, ur sac'had droug ennañ : « Va Doue ivez 'ta gant homañ ! krog eo adarre merc'h Sapeur da zougen kañv d'he bramm kentañ ! »

1954
Daveenn : VAZA p.12

Notennoù studi

Reiñ a ra ar Gonideg (GON.II) "bromm" ha "brommo" evel ar stummoù graet ganto e Bro-Dreger.

Ofis publik ar brezhoneg