1. Brañsigell.
2. Dre heveleb.
Gwele pe kavell lakaet e-skourr.
Dihunet e voe an holl eus o brañskell. Brañskelloù a oa a-istribilh ouzh an nec'h d'ar gambr.
DHS. karavell.
3. Tr. adv.
War vrañskell : o kinnig kouezhañ pe (dre skeud.) o kinnig dismantrañ pe mont da fall. Emañ ar bed war vrañskell.
4. Gwezhall
Plankenn a lakaed ar bara warnañ hag a staged a-istribilh ouzh ar solier war-bouez div fiselenn.