Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Définition :  Masquer la définition

ROUEZ A. 1. (dirak un ak. en e furm unan) Nemeur. Ur wezenn dibaot delienn outi. Dibaot lezvamm a gar bugale all keit hag he re. 2. Tr. adv. [1865, 2015] Dibaot a wech : ral a wech. Dibaot a wech e vez gwelet an dra-se. Ar manac'h a ya dibaot a wech er-maez eus e gouent. [1865] Deskiñ a reont ar pezh a c'halleg a renkont gouzout evit ober o c'hoarioù, evit goulenn o ezhommoù, mes dibaot a wech ec'h ouzont a-walc'h evit ober o c'hifridioù. [2015] Dibaot a wezh em eus gwelet ma merc'h o ouelañ. B. Ral a wech. Dibaot a-walc'h ez anzave ar c'helaouennoù ar wirionez. ES. paot.

Exemples historiques : 
9
Masquer la liste des exemples

Dibaot den en deus gwall renom, / Na vez klouar, ma nad eo tomm.

1732
Référence : GReg pg fumée (Il n'y a point de fumée sans feu : phrase proverbiale.)

Dibaot siminal a voged / Anez ma vez tan en oaled.

1732
Référence : GReg pg fumée (Il n'y a point de fumée sans feu : phrase proverbiale.)

dibaot ma teu e kêr

1850
Référence : GON.II pg dibaot

dibaot

1850
Référence : GON.II pg dibaot

Deskiñ a reont ar pezh a c'halleg a renkont gouzout evit ober o c'hoarioù, evit goulenn o ezhommoù, mes dibaot a wech ec'h ouzont a-walc'h evit ober o c'hifridioù.

1865
Référence : MBF.to p. V.

N'eo mat tamall atav, evel a reer amañ, / An holl merc'hed yaouank da vezañ re figus ; / O c'halon zo tener, mat ha karantezus ; / O spered a zo lemm hag a gav euzh bremañ, / Dre ma taolont evezh ouzh tud yaouank ar bed, / Ez eo hadet dibaot ar re fur anezho.

1867
Référence : MGK p57-58

Dibaot e kleved ger ganti, nemet komzet e veze outi.

1923
Référence : SKET p.41

Dougen mat, avat, a rae e anv, ha dibaot a gomzioù a zeue diouzh e c’henou. Me, ar pezh a gaven ar c’huriusañ gant Kaou an Ourz, a oa e zilhad Glazik giz Kemper, leun ma oant a vroderezhioù glas-melen-ruz hag a voutonoù kouevr.

1944
Référence : EURW.1 p.95

Dibaot a wezh em eus gwelet ma merc'h o ouelañ.

2015
Référence : EHPEA p66

Ordre alphabétique

L'Office public de la langue bretonne

Réseaux sociaux