ROUEZ
A.
1. (dirak un ak. en e furm unan)
Nemeur.
Ur wezenn dibaot delienn outi. Dibaot lezvamm a gar bugale all keit hag he re.
2. Tr. adv.
[1865, 2015] Dibaot a wech : ral a wech.
Dibaot a wech e vez gwelet an dra-se. Ar manac'h a ya dibaot a wech er-maez eus e gouent.
[1865] Deskiñ a reont ar pezh a c'halleg a renkont gouzout evit ober o c'hoarioù, evit goulenn o ezhommoù, mes dibaot a wech ec'h ouzont a-walc'h evit ober o c'hifridioù.
[2015] Dibaot a wezh em eus gwelet ma merc'h o ouelañ.
B. Ral a wech.
Dibaot a-walc'h ez anzave ar c'helaouennoù ar wirionez.
ES. paot.
Daveenn :
GON.II
pg dibaot (Il vient rarement en ville).
Deskiñ a reont ar pezh a c'halleg a renkont gouzout evit ober o c'hoarioù, evit goulenn o ezhommoù, mes dibaot a wech ec'h ouzont a-walc'h evit ober o c'hifridioù.
Deski a reont ar pez a c'hallek a renkont gouzout evit ober ho c'hoariou, evit goulenn ho ezommou, mez dibaot a vech e c'houzont avoalac'h evit ober ho c'hivridiou
1865
Daveenn :
MBF.to
p. V.
N'eo mat tamall atav, evel a reer amañ, / An holl merc'hed yaouank da vezañ re figus ; / O c'halon zo tener, mat ha karantezus ; / O spered a zo lemm hag a gav euzh bremañ, / Dre ma taolont evezh ouzh tud yaouank ar bed, / Ez eo hadet dibaot ar re fur anezho.
N'eo mad tamall atao, evel a rear ama, / Ann holl merc'hed iaouank da veza re figuz ; / Ho c'haloun zo tener, mad ha karantezuz ; / Ho spered a zo lemm hag a gav euz brema, / Dre ma taolont evez oc'h tud iaouank ar bed, / Ez eo hadet dibaot ar re fur anezho.
1867
Daveenn :
MGK
p57-58
Dibaot e kleved ger ganti, nemet komzet e veze outi.
1923
Daveenn :
SKET
p.41
Dougen mat, avat, a rae e anv, ha dibaot a gomzioù a zeue diouzh e c’henou. Me, ar pezh a gaven ar c’huriusañ gant Kaou an Ourz, a oa e zilhad Glazik giz Kemper, leun ma oant a vroderezhioù glas-melen-ruz hag a voutonoù kouevr.
Dougen mat, avat, a rae e ano, ha dibaot a gomziou a zeue diouz e c’henou. Me, ar pez a gaven ar c’huriusa gant Kaou an Ourz, a oa e zilhad Glazik giz Kemper, leun ma oant a vrodereziou glas-melen-ruz hag a voutonou kouevr.