paot
paot eo ar poulzad
An eil kevrenn, en enep, eus 700 da 500, a zo paot enni traezoù-kinklañ a zoare lies-kenañ ; aour a zo er bezioù e stumm troioù-gouzoug, kleierigoù-skouarn ; listri gresiek pe etruskek en arem pe bri a gaver ivez ; bez’ e stagont da sebeliañ o re-varv e kirri lorc’hus (Déchelette, op. cit., II, eil kevrenn, pp. 618-623).
paot
paot
Eus ar paotañ eo levrlennadur ar c'haniennoù-mor. Er Stadoù-Unanet eo ez eo bet studiet ar gwellañ hag an aliesañ an traoniennoù-se.
Da gentañ e sko an heol war ho penn, hag e-kreiz an deiz ne vez mouch[-]avel ebet e neblec'h ha neuze, pa 'z eo bet devet an divarradurioù, ez eo chomet ar c'hefioù a-strew amañ hag ahont, a-dreuz hag a-hed, setu ma ranker pignat, c'hoari kempouezig, gaoliata ha lammat, sankañ er pri chomet da boulladañ, ha neuze bezañ flemmet puilh gant un doare linad hag a gresk paot a-walc'h el lec'hioù dizolo.