Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Stummoù pleget : 
118
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. v.g. Dont da vezañ paot. Paotañ a ra ar raned en hañv war glann ar poulloù. Paotañ en-dro dit a ray da chatal. HS. neriñ, nodiñ, puilhañ. II. V.k.e. ROUEZ. Lakaat traoù da vezañ paot. [1850] Eno eo e paotas ar baraoù.

Skouerioù istorel : 
12
Kuzhat roll ar skouerioù

Kreskit ha paotit.

1850
Daveenn : GON.II pg paotta (Croissez et multipliez-vous).

paotañ

1850
Daveenn : GON.II pg paotta (Multiplier, augmenter une quantité, un nombre. Se mulitplier).

paotet

1850
Daveenn : GON.II pg paotta (Multiplier, augmenter une quantité, un nombre. Se mulitplier. Part.)

Eno eo e paotas ar baraoù.

1850
Daveenn : GON.II pg paotta (C'est là qu'il multiplia les pains).

Ne voe merzet nag ar poulloù-taouarc’h o vont war griskiñ nag ar geunioù o frankaat, nag an toulloù-kurun pe ar pradoù krenegellek o paotañ.

1923
Daveenn : SKET p.67

Kreskiñ a reas eno, ha fonnañ ha paotañ ken e teuas ar wazed hag ar maouezed anezhi ker stank hag an deliennoù war wez ar c’hoad, ar yeotennoù er beurvan, an traezhennoù war an tevenn, al lommadoù er mor, ar steredennoù en neñv.

1923
Daveenn : SKET p.77-78

Paotañ

1923
Daveenn : SKET p.187, « Geriadur ar "Skelta Segobrani" (an daou levr kenta) » "Abonder, se multiplier".

Paotañ a ra eno ar bleizi, a-gevret ganto e-leizh a c’houezviled all : arzhed, moc’h-gouez, oc’hen-meur, oc’hen moueek, kezeg, kirvi-meur, kirvi, demmed, yourc’hed, kizier-karvetaer, broc’hed, avanked, dourgon ha lern.

1923
Daveenn : SKET p.47

paotañ, paotaat

1924
Daveenn : SKET.II p.136 « Geriadurig », "multiplier, se - ".

paotañ

1931
Daveenn : VALL pg abonder, (faire) abonder

- ...Er Bed, ma paot ar Vaouez, m'emañ ar Vaouez e darempred ingal gant an Den, eo peuraes dezhi stignañ he rouedoù...

1949
Daveenn : SIZH p.40

–…Er Bed, ma paot ar Vaouez, m’emañ ar Vaouez e darempred ingal gant an Den, eo peuraes dezhi stignañ he rouedoù… Siwazh ! prim ar spered ha sempl ar c’hig !...

1949
Daveenn : SIZH p.40

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial