Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
GBAHE

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. Adv. 1. (dirak an ar. a + anv hollek, stroll pe lies) Kalz. Paot a draoù dister. Gwelet em eus paot anezho. 2. Kalz. Berraet eo paot an noz. N'eo ket bet paeet paot ouzhpenn. & Trl. Paot ne vern : kalz ne vern. & Dre verr. Pell amzer. N'eus ket paot : n'eus ket pell. 3. Trl. Ober paot : ober kalz. Ar vezh a ra paot. II. Rag. 1. Kalz a dud. N'eus ket paot n'o deus ket gwelet an dra-se. 2. Trl. [1732] Paot a faot : pell ac'hano. Paot a faot ne'm eus holl ar pezh am eus c'hoant.

Skouerioù istorel : 
10
Kuzhat roll ar skouerioù

paot

1659
Daveenn : LDJM.1 pg beaucoup

kaout paot

1659
Daveenn : LDJM.1 pg abonder, abondance, abondamment

paot

1732
Daveenn : GReg pg beaucoup (plusieurs), foison (a foison.)

paot int

1732
Daveenn : GReg pg (ils sont) beaucoup (de personnes)

paot a faot

1732
Daveenn : GReg pg (il s'en) faut (beaucoup)

paot

1850
Daveenn : GON.II pg paot, paotta (Beaucoup. Plusieurs. Nombreux. Abondant. Abondamment. En grande quantité).

Diouzh tu ar gwalarn, dreist-holl, en-dro da c’henou ar Rênos, e kaver paot-ha-paot ar geunioù : peurgemmesket ma ’z int o-daou eno, an douar hag an dour a zo anezho, koulz lavarout, ur genelfenn nevez.

1923
Daveenn : SKET p.125

paot

1931
Daveenn : VALL pg beaucoup

Ha dudius bras eo er gouzout rak, estreget Skandinavia, n'eus ket paot a vroioù en Europa an douar bras a gement a vefe bet levezonet gant ar goteg saoz hag a oa pellaet a-galz diouzh ar skouer c'hall prestik goude ma oa erruet war an enez.

2013
Daveenn : LLMM Niv. 399, p. 13

Ha gwir eo ne weler ket paot a ilizoù evelti, peurechuet en un doare unvan a-walc'h, adkavet ganto o livioù flamm ha laouen a-ziabarzh, hag o sevel dreist ar c'harter ha n'eo ket peurziverket diwarnañ tres hag ardamez an amzer gozh.

2013
Daveenn : LLMM niv. 399, p5 (YF Dupuy)

Urzh al lizherennoù

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial