nebeut
nebeut
Ar mor a led e wagennoù war an traezh, a astenn e divrec’h en-dro d’ar ger[r]igi, d’ar bili ; kelc’hañ a ra al listri, an taolioù-mor a strop o mogerioù, a freg warne, nebeut ha nebeut [,] tamm ha tamm e tispegont an traezh eus ar vein, ar mor a sav, strinkañ a ra, lammet a ra er bagoù, disjuntrañ a ra an tourioù.
Bilzig ne lavare netra, met ne venne ket nebeutoc’h.
a-benn nebeut
nebeut
nebeut
nebeutoc'h a wel en deus
Betek-hen hon eus komzet dreist-holl a gleuzerezh hag a zindangleuzerezh er fiordoù. Nebeut hon eus komzet avat eus o beuzidigezh.
Neuzioù an torosennadur eo ar pezh a anavezomp an nebeutañ : war an douar e welomp anezho ; bez' e c'hellomp merkañ war ar c'hartennoù uhelder al lec'hioù uhelañ ; dindan ar mor ne c'hellomp merkañ nemet an donder kavet e lec'h pe lec'h ; n'ouzomp ket ha n'eus ket ur menez o sevel e-kichen al lec'h ma 'z eo kouezhet ar plom.
— « O! Lom penn peul, bremañ ne gredit mui en teñzor ?… » — « Eo, e teñzor Kastell ar C’hraneg. » — « Hag e hini ar voereb ? » — « Nebeutoc’h, evel just, peogwir eo diwallet mat. » — « Koulskoude hemañ a vo deomp hag hennezh all ne vo ket. » — « Hemañ a vo deomp ! Hum ! Aze emañ an dalc’h. »
Mes, ma en doa ar marichal nerzh spontus leizh e zivrec’h, Job en doa kemend-all d’an nebeutañ, ha, gant Lom o tont da sikour e vignon, an daoù Satanaz en em gave barrek.
« Bah ! ["Ba !"] Per ar C’honikl pe un Alanig al Louarn bennak o vont e-biou. Na gemerit ket spont gant kennebeut ["ken nebeut"] a dra, Lom ! »
Ha bremañ en ur zont d’ar gêr, e kave re a dud en e graou, ha re nebeut en e di !…
Nebeut goude, e voemp gweladennet gant John Lewis Williams, kannad rannvro Glamorgan, e traoñ Bro Gembre.
- Ha mat e oant, d'an nebeutañ ? eme, pa voe torret d'ar barrad, an Tad-Mestr, gant e vouezh kompez.
- Tenn herzel ouzh ar c'hoant gouzout, Sezni. Ma oufemp petra eo, d'an nebeutañ ! - Tenn eo. Doue, avat, a ro E c'hras da herzel.
Siwazh ! Ne deo ket an dud marteze ken plijus ha ma 'z eo kêr, evidon-me da nebeutañ, ha ne don ket boazet ouzh kêrioù ar C'hreisteiz.
Unan nebeutoc'h a dud am boa da welout er familh, rak ar vamm-gozh a chome din a oa marvet keit ha ma oan pell eus ar vro, ur bloaz a oa, er memes miz ha ma varvas ivez Emil Ernault hag ar chaloni Uguen.
Touzerezed a veze kavet avat da brenañ, hag evel-se e c'hellemp-ni krennañ e vlev an eil d'egile ; ne veze ket marteze dispar-dispar an troc'h, met en e aez e vezed da nebeutañ.
Nann, Aotrou ; sed a vo va sturienn : seul amjestroc'h doare ul lec'h, seul nebeutoc'h a c'houlennoù a ran
Petra a weler eus an tres gall hiziv an deiz war chantele Sant-Kaourintin ? Nebeut a dra evit lavarout gwir. Ar steuñvenn a-rez douar da gentañ.
Da skouer e c'houlenno ar vanifesterien nebeutoc'h a dailhoù evit ar re binvidik, met ivez lakaat tout ar re baour da labourat en-dro rak re ger e koustont d'ar gevredigezh.
D'ar stourmerien all e vez lâret [lârer] nemetken ez eus bet savet ur raktres all gant un nebeut izili.
5 pe 6 stourmer (na muioc'h, na nebeutoc'h) en em laka asambles e stumm ur voulenn, heñvel a-walc'h ouzh krogenn ur vaot.
Emañ ar ranndi en eil solieradur, un daou bezh, nebeutoc'h eget tri-ugent metr karrez ennañ, e straed Eolidos, e karter Egáleo.
[...] hag a-benn ar fin ne zibabomp ket hor "planedenn sokial", peotramant ken nebeut!
Gerioù a-raok
Gerioù da-heul
nebeutaat