Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
GBAHE

Stummoù pleget : 
58
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. V.g. 1. (db. an elfennoù a ya d'ober ur rummad) Dont e niver da vezañ bihanoc'h-bihanañ. Nebeutaet eo ar vugale er skol. Nebeutaat a ra ar re gozh bemdez. 2. Dont da gaout nebeutoc'h a bouez, a dalvoudegezh, h.a. E anken zo o vont war nebeutaat. DHS. bihanaat (2). II. Trl. (impl. dirak un av. degaset gant an ar. a, da) NEBEUTAAT A, DA OBER UDB. : e ober nebeutoc'h-nebeutañ. Nebeutaet eo kêr Sant-Brieg da zebriñ bara. Nebeutaet eo an dud da lenn. HS. bihanaat.

Skouerioù istorel : 
3
Kuzhat roll ar skouerioù

Hag, evel en hon deizioù ez eo aet ar re a oar yezh rouanez ha tud-veur Keltia war nebeutaat an niver anezho […].

1923
Daveenn : SKET p.9-10

nebeutaat

1931
Daveenn : VALL pg (s')amoindrir (en nombre)

Ma vez gouezet e c'hellfe nebeutaat ar weladennerion, en ur mare ma n'omp ket evit dioueriñ tourist ebet.

2015
Daveenn : EHPEA p183

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial