Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Gerioù kar :
0

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

(gant ur v. en est. nac'h pe evit respont d'ur goulenn savet diwar pelec'h) I. A. 1. (hep dilec'hiadenn ebet) E nep lec'h. Ne gavan ma botoù neblec'h. N'emaint nag er gegin na neblec'h. « Pelec'h out bet ? » - « Neblec'h ». & (kreñvaet gant ebet) Ne welan e anv neblec'h ebet. Ne gavi gwestell evel-se neblec'h all ebet. 2. (gant un dilec'hiadenn) DA NEBLEC'H, A NEBLEC'H, DRE NEBLEC'H, EUS NEBLEC'H : da, dre, eus, a nep lec'h. « Da belec'h eo aet ? » - « Da neblec'h ; amañ emañ c'hoazh ». N'eo ket deuet an dour-se amañ eus neblec'h. HS. neptu. B. Stn. Dre fent Kerneblec'h : kêr faltazius a reer anv anezhi pa veneger un darvoud zo iskis pe na c'hall ket c'hoarvezout. II. Dre skeud. Na gas da neblec'h : na reiñ tu d'ub. da zisoc'h. Ne gas ar studioù-se da neblec'h.

Skouerioù istorel : 
18
Kuzhat roll ar skouerioù

neblec'h

1499
Daveenn : LVBCA p150 (nulle-part)

e nep lec'h

1659
Daveenn : LDJM.1 pg en aucun lieu

O-daou ez ejont kuit : hennezh ne voa desket, / Disprizet gant an holl, en dienez vrasañ, / Ne gavas e nep lec'h dor zigor, tamm bara.

1867
Daveenn : MGK p124

Dougen ur banerad bleuñv zo aesoc'h, a-dra-sur, hag an aotrou Milin a zoug skañv ha brav ar re en deus kutuilhet tu-mañ, tu-jpnt e liorzhoù ar Varvailherien gozh, e liorzh Yann ar Feunteun, dreist ar re all. Hemañ e vestr, evel ma oa hini Gwezbriant, evel ma vezo patrom kement den a garo kemer skouer digant ur mailh n'en deus bete e bar ha ne gavo e neblec'h

1867
Daveenn : MGK Rakskrid XI

E neblec’h ne voe biskoazh en em gannet gant muioc’h a youl.

1877
Daveenn : EKG.I. p.283

Kerkent ha ma voent en em gavet, ec’h ejont da c’houlenn da zibriñ ha da evañ. Mes lavaret e voe dezho, e pep ti, n’oa na tamm na banne ; n’oa ket bet a amzer c’hoazh da boazhat bara, re vintin e oa ; ha n’oa ket a arc’hant en tiez da vont da brenañ gwin na gwin-ardant da Vontroulez. Hag e gwirionez, an traoù a oa gorrenet ker pizh, ma ne voe kavet netra e neblec’h : war-c’hed edo an holl eus ar soudarded.

1877
Daveenn : EKG.I. p.169

P’en em gavjomp e Kergidu, e oa sioul an traoù, ne dregerne ken an draonienn gant ar youc’herezh, an tennoù fuzuilh hag an tennoù kanol ; n’oa den war vale e neblec’h ; ne weled nemet gwez dibennet, kleuzioù freuzet, parkeier turiet evel pa vije bet e pep hini kant penn-moc’h-gouez oc’h ober o ebat.

1878
Daveenn : EKG.II p.1-2

neblec'h

1909
Daveenn : BROU p. 402

Kezeg-houarn a bep merk, gwelloc'h marc'had evit e nep lec'h

1914
Daveenn : KZVR Niv. 63

Betek en toull-kognig kuzhetañ n’ez pije kavet neblec’h poultrenn pe goc’hien.

1923
Daveenn : SKET p.63

War-dro mareoù seizh eur diouzh an noz e tegouezhis er gêr-benn, hag, hep daleañ e neblec'h, a [sic] kerzhis etrezek ar gar, hini Lyon, ar sac'h war va chouk. A-barzh ma kimiadis diouzh Pariz ez is da ober ur weladennig e kêr, hag o vezañ graet ur c'hofad stalioù e lâris yao ! En tren adarre. Kerkent ha m'edon degouezhet em bagon, e stagis da lenn hag a-greiz lenn e vanjen kousket. Huniañ mat a ris war ar bank-keinok, rak skuizh-marv edon.

1929
Daveenn : SVBV p8

hep daleañ neblec'h

1931
Daveenn : VALL pg arrêter

– « Na vimp ket falloc'h neblec'h ebet eget er golaj-se. Ur prizon ! »

1944
Daveenn : EURW.1 p38

Neblec'h all ebet n'hellfer kavout un douar ken kaer, un natur ken stagus.

1944
Daveenn : EURW.1 p14-15

« Dianket o klask ar peurvad, ne gaven neblec'h, edon o vont skuizh, pa 'n em gavis ganit, â te, kaer e-touez ar re gaer, dibabet gant va c'halon, rouanez va huñvreoù, « o divina! ».

1949
Daveenn : SIZH p.65

Ma teu an oabl da c'holo avat, ar pezh ne weler nemet dre ma tec'h an takadennoù heol a c'hell tremen dre wask an delioù, e teu pep tra da dristaat, dont a ra an teñval evel ma vije an heol o tiskenn, pep tra divuhez ha morlivet ; ponner e teu da vezañ, trouz ebet e neblec'h, gwasket e vez neuze an den gant pouez ar sioulded-se.

1985
Daveenn : DGBD p57

abaoe ne oa ket bet kredet ober kemend-all e neblec'h

2013
Daveenn : LLMM Niv. 399, p. 20

A-greiz pep kreiz e klevomp ur vouezh o sevel eus dilhad Demertzís, evel o tont eus neblec'h.

2016
Daveenn : BARDF p. 60

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial