e nep lec'h
Dougen ur banerad bleuñv zo aesoc'h, a-dra-sur, hag an aotrou Milin a zoug skañv ha brav ar re en deus kutuilhet tu-mañ, tu-jpnt e liorzhoù ar Varvailherien gozh, e liorzh Yann ar Feunteun, dreist ar re all. Hemañ e vestr, evel ma oa hini Gwezbriant, evel ma vezo patrom kement den a garo kemer skouer digant ur mailh n'en deus bete e bar ha ne gavo e neblec'h
Kerkent ha ma voent en em gavet, ec’h ejont da c’houlenn da zibriñ ha da evañ. Mes lavaret e voe dezho, e pep ti, n’oa na tamm na banne ; n’oa ket bet a amzer c’hoazh da boazhat bara, re vintin e oa ; ha n’oa ket a arc’hant en tiez da vont da brenañ gwin na gwin-ardant da Vontroulez. Hag e gwirionez, an traoù a oa gorrenet ker pizh, ma ne voe kavet netra e neblec’h : war-c’hed edo an holl eus ar soudarded.
P’en em gavjomp e Kergidu, e oa sioul an traoù, ne dregerne ken an draonienn gant ar youc’herezh, an tennoù fuzuilh hag an tennoù kanol ; n’oa den war vale e neblec’h ; ne weled nemet gwez dibennet, kleuzioù freuzet, parkeier turiet evel pa vije bet e pep hini kant penn-moc’h-gouez oc’h ober o ebat.
Kezeg-houarn a bep merk, gwelloc'h marc'had evit e nep lec'h
War-dro mareoù seizh eur diouzh an noz e tegouezhis er gêr-benn, hag, hep daleañ e neblec'h, a [sic] kerzhis etrezek ar gar, hini Lyon, ar sac'h war va chouk. A-barzh ma kimiadis diouzh Pariz ez is da ober ur weladennig e kêr, hag o vezañ graet ur c'hofad stalioù e lâris yao ! En tren adarre. Kerkent ha m'edon degouezhet em bagon, e stagis da lenn hag a-greiz lenn e vanjen kousket. Huniañ mat a ris war ar bank-keinok, rak skuizh-marv edon.
« Dianket o klask ar peurvad, ne gaven neblec'h, edon o vont skuizh, pa 'n em gavis ganit, â te, kaer e-touez ar re gaer, dibabet gant va c'halon, rouanez va huñvreoù, « o divina! ».
Ne glemme gouerouz ebet ouzh ar seurt boued, rak d’am meno n’eus neblec’h gwelloc’h keginer eget kalon digor ar yaouankiz.
Ma teu an oabl da c'holo avat, ar pezh ne weler nemet dre ma tec'h an takadennoù heol a c'hell tremen dre wask an delioù, e teu pep tra da dristaat, dont a ra an teñval evel ma vije an heol o tiskenn, pep tra divuhez ha morlivet ; ponner e teu da vezañ, trouz ebet e neblec'h, gwasket e vez neuze an den gant pouez ar sioulded-se.
Bremañ ne oa ket mui yer o kludañ neblec'h.
abaoe ne oa ket bet kredet ober kemend-all e neblec'h
A-greiz pep kreiz e klevomp ur vouezh o sevel eus dilhad Demertzís, evel o tont eus neblec'h.
Mots précédents
Mots suivants
nebreizh