Dezverkoù all

Stankter implij : 

Gerioù kar :
0

Skouerioù istorel : 
17
Kuzhat roll ar skouerioù

un nebeudig

1659
Daveenn : LDJM.1 pg tant (soit peu)

pep a nebeudig

1732
Daveenn : GReg pg chaque (peu)

Un nebeudig eo dilouadet.

1850
Daveenn : GON.II pg dilouadi (Il est un peu déniaisé).

nebeudig

1850
Daveenn : GON.II pg nébeût, nébeûd

"Ned oc'h ket diwar ouenn ho tud-kozh zo marv; ar-re-se kalonek ne vezent diwezhat, da herzel ouzh pep droug ha da ober pep mad; marv int pell a zo, hag e-kreiz o bezioù, ouzh ho kwelet diskiant, poultrenn o relegoù, o eskern o stekiñ dindanoc'h a lavar; ez oc'h tud digalon, tud dall ha tud bouzar. Evel ur reverzhi, droug ar bed o sevel a ya en ho kwazied, ho laka da vervel; ur mergl milliget eo, ur c'hleñved dishegar, savet da gontammiñ pep mad zo war an douar; genel a ra bosenn ha kernez tro-war-dro; ouzh he heul kasoni e pep lec'h, e pep bro, a laka dre ar bed brezel ha lazherezh. Hama, a-barzh nemeur, e vo bec'h hag enkrez : ha penaos ne ve ket ? Pep droug a zo meulet; hiriv an den fallakr zo ar gwellañ deuet. An nebeudig re vat, flastret gant ar re fall, a rank mont da guzhet evit en em ziwall."

1867
Daveenn : MGK p2

Ar soudard a c’haloupe ivez war o lerc’h en ur grial outo chom a-sav ; gounit a rae warnezho un nebeudig marteze, mes evelato edont un tamm brav a-raok p’en em gavjont e traoñ ar park.

1877
Daveenn : EKG.I. p.303

Ne gontan deoc’h nemet un nebeudig eus ar reuzioù a reas an dud difeiz en hor bro, rak poan a ra d’ar galon kontañ diotachoù ha diskianterezh lod eus hon tud.

1877
Daveenn : EKG.I. p.172

Ne zalejont ket d’en em gaout gant ar Maris-Stella, a yoa o neuennat ouc’h o gedal, un nebeudig lian hepken warnezhi.

1877
Daveenn : EKG.I. p.226

Ar pep uhelañ, anavezetañ, brudetañ eo ar re-se, nemet ez eus re-all c’hoazh a zo kendere ganto pe un nebeudig hepken a-is en enor, e nerzh, e kened, e pinvidigezh, e galloud, e sked, e brud, kerkoulz anavezet ha kehelet an anv anezo gant an holl war an douar-Bras hag en enezennoù.

1923
Daveenn : SKET p.29

Disket en devoa ivez en em bilat, hag, a-barzh un nebeudig, hini anezho na oa ken skañv a droad, ken prim a zorn, ha piladeg anezhi (ha se aliesoc’h eget bemdez) ral e veze ma na deue ket a-benn eus ar baotred all.

1924
Daveenn : BILZ1 Niverenn 40, p.898 (Miz Ebrel 1924)

Bilzig, a-benn un nebeudig, a oa deut da vezañ ken disket hag e vestr.

1925
Daveenn : BILZ2 p.169

Pa lavarimp e kav an Ao. Le Danois ez eo bet savet Menezioù Flandrez gant skornredennoù ar pevarhoalad, e kompreno al lenner ez eus un nebeudig abegoù da zisfiziout dioutañ.

1943
Daveenn : TNKN p67

‘Hed ar bloaz 1903, n’ouzon pet brogarour a zeuas da dremen un nebeudig amzer du-mañ.

1944
Daveenn : EURW.1 p.210

Talvezout a ra ["griñsenn"] kement hag "heskenn", da lârout eo, un nebeudig hepken. Arabat er c'hemerout evit "bruzunenn", unander "bruzun", kalz bihannoc'h ha moannoc'h.

1960
Daveenn : PETO p86

D'ar seizh a viz even, diouzh ar beure, e lavaren kenavo war gae gar Roazon, d'an nebeudig mignoned deuet d'am ambroug, hag e kemeren penn hent Bourdel, ar porzh loc'hañ.

1985
Daveenn : DGBD p9

Christel a oa o lakaat an nebeudig traoù a oa bet notennet war ar baperenn e-barzh ar sac'h. Komz a rae outi hec'h-unan a vouezh izel-tre, daeloù en he daoulagad. Pa voe pep tra e-barzh e serras ar morailhig ha lakaat ar sac'h e-harz Melanie war al leur.

2012
Daveenn : ADULT p. 147

Un nebeudig tud o deus savet anezhi [anezhañ, raktres an obererezh] dija.

2015
Daveenn : DISENT p86

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial