"Ned oc'h ket diwar ouenn ho tud-kozh zo marv; ar-re-se kalonek ne vezent diwezhat, da herzel ouzh pep droug ha da ober pep mad; marv int pell a zo, hag e-kreiz o bezioù, ouzh ho kwelet diskiant, poultrenn o relegoù, o eskern o stekiñ dindanoc'h a lavar; ez oc'h tud digalon, tud dall ha tud bouzar. Evel ur reverzhi, droug ar bed o sevel a ya en ho kwazied, ho laka da vervel; ur mergl milliget eo, ur c'hleñved dishegar, savet da gontammiñ pep mad zo war an douar; genel a ra bosenn ha kernez tro-war-dro; ouzh he heul kasoni e pep lec'h, e pep bro, a laka dre ar bed brezel ha lazherezh. Hama, a-barzh nemeur, e vo bec'h hag enkrez : ha penaos ne ve ket ? Pep droug a zo meulet; hiriv an den fallakr zo ar gwellañ deuet. An nebeudig re vat, flastret gant ar re fall, a rank mont da guzhet evit en em ziwall."
Pa lavarimp e kav an Ao. Le Danois ez eo bet savet Menezioù Flandrez gant skornredennoù ar pevarhoalad, e kompreno al lenner ez eus un nebeudig abegoù da zisfiziout dioutañ.
M’o divije dibabet ul lec’h all, n’eus forzh pehini all, da sankañ delwenn Ernest gozh, war ar c’hae da skouer, pe e traoñ al leur-gêr [leurgêr], kavet e vije bet abeg da gunujenniñ ha da dabutal un nebeudig, ha fin dre eno.
Pebezh levenez eta a darzhas en hor c’hreiz pa glevjomp e talve ur milreis war[-]dro dek real en holl d’an holl, ha gant-se ar bern madoù-se a zeue da vezañ trizek lur da bep skodenn, hep komz eus un nebeudig gwerzh butun d’ar vatezh.
Daoust hag-eñ ne dennan ket un nebeudig da vrasañ oristal em c'herentiezh ?
D'ar seizh a viz even, diouzh ar beure, e lavaren kenavo war gae gar Roazon, d'an nebeudig mignoned deuet d'am ambroug, hag e kemeren penn hent Bourdel, ar porzh loc'hañ.
Christel a oa o lakaat an nebeudig traoù a oa bet notennet war ar baperenn e-barzh ar sac'h. Komz a rae outi hec'h-unan a vouezh izel-tre, daeloù en he daoulagad. Pa voe pep tra e-barzh e serras ar morailhig ha lakaat ar sac'h e-harz Melanie war al leur.
Un nebeudig tud o deus savet anezhi [anezhañ, raktres an obererezh] dija.
Mots précédents
Mots suivants
nebeudik