I.
Str.
1. Kreskennoù a sav ouzh garennoù ar plant, fustoù ar gwez, en traoñ anezho dh.
Deuet ez eus struj war ar wezenn. Struj kelvez.
2. [1931] Hollad broñsoù ur wezenn pe ur vodenn.
3. Dre ast.
Strouezh.
Tremen dre-vesk ar struj. Tommañ e forn gant struj.
II.
H.g.
1. (db. an douar, an dud, al loened)
Perzh udb., ub. strujus.
2. PEMDEZ, dre zic'harv.
Dramm (louzoù, drogaj) (2) diwar seurtoù plant.
E-lec'h avel, lakait bouedenn / E penn ar re ra c'hoariellou, / Ha grit ivez, dioc'h pep lezenn, / Troc'hañ struj ha frezilhonnoù, / Evit ma teuio ar furnezh / Diginklet-kaer, kaer da barañ, / Ha, dreist pep tra, ar wirionez / A dle bezañ an heol sklaerañ.
E-leac'h avel, lakait boeden / E penn ar re ra c'hoariellou, / Ha grit ive, dioc'h pep lezen, / Trouc'ha struj ha frezillonnou, / Evit ma teuio ar furnez / Diginklet kaer, kaer da bara, / Ha, dreist pep tra, ar wirionez / A dle beza ann heol sklera.