struj
Emañ an horolaj o paouez tintañ un eur goude hanter-noz [hanternoz] ; digor eo war hec’h hed dor ar gambr ; krenañ a ra ur goulou e-tal ar gwele ; gwelout a ran va mamm, kizennoù he blev melen-aour peget gant ar c’hwezhenn [sic, c'hwezenn] ouzh he zal, he daoulagad ken glas, ken bev gwechall, ha bremañ dilufr, sanket don en o foull, hag ur struj warni, va Doue ! gwennoc’h eo eget ar goarenn wennañ ; perak eo deut da vezañ kastiz ha da goazhañ ken prim ?
struj
Bale a ris eus an traoñ d'an nec'h war-lerc'h ur c'hozhiad, warnañ struj ha barv ur ribler tec'het evit ul lajad eus ar "maquis", hag a ziskouezas din gant aked an holl draoù, hag i dister a-wechoù, petra bennak ma komze diouto evel pa vije bet hini un teñzor dreistmeiz, ha d'ar c'houlz-se, va feiz, a-greiz-kalon e oan a-du gantañ.
Mots précédents
Mots suivants
struj