Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Gerioù kar :
0

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

1. (db. ar vugale pe loened bihan) Bandennad. [1931] Ur struj a vugale. Mammoù o pourchas boued d'o struj. DHS. krubuilhad, ribitailh 2. Stad, fall dh. Gwelit e pe struj emaon. E zivesker a oa er strujoù an truezusañ, goloet holl a c'houlioù. 3. (db. an dud) Neuz fall. Struj ul lampon a oa warnañ. & Bezañ ur struj war ub. : bezañ livet-fall, diwar un diaez korf; bezañ diskempenn e zoare. Bez' e oa ur struj gantañ en e gerc'henn ! [1954] [...] he daoulagad ken glas, ken bev gwechall, ha bremañ dilufr, sanket don en o foull, hag ur struj warni, va Doue ! DHS. gobari, neuz, tres.

Skouerioù istorel : 
4
Kuzhat roll ar skouerioù

struj

1931
Daveenn : VALL pg bande (d'enfants, de petits animaux)

Emañ an horolaj o paouez tintañ un eur goude hanter-noz [hanternoz] ; digor eo war hec’h hed dor ar gambr ; krenañ a ra ur goulou e-tal ar gwele ; gwelout a ran va mamm, kizennoù he blev melen-aour peget gant ar c’hwezhenn [sic, c'hwezenn] ouzh he zal, he daoulagad ken glas, ken bev gwechall, ha bremañ dilufr, sanket don en o foull, hag ur struj warni, va Doue ! gwennoc’h eo eget ar goarenn wennañ ; perak eo deut da vezañ kastiz ha da goazhañ ken prim ?

1954
Daveenn : VAZA p.45

struj

1954
Daveenn : VAZA p.192 geriou tregeriat rik (e galleg) "très mauvaise mine".

Bale a ris eus an traoñ d'an nec'h war-lerc'h ur c'hozhiad, warnañ struj ha barv ur ribler tec'het evit ul lajad eus ar "maquis", hag a ziskouezas din gant aked an holl draoù, hag i dister a-wechoù, petra bennak ma komze diouto evel pa vije bet hini un teñzor dreistmeiz, ha d'ar c'houlz-se, va feiz, a-greiz-kalon e oan a-du gantañ.

1954
Daveenn : VAZA p.142-143

Ofis publik ar brezhoneg