V.
I.
V.g.
1. (db. ar plant)
Teuler kreskennoù, kreskiñ.
2. Dre ast. (db. an douar)
Teuler struj, plant.
An douar o strujañ.
3. (db. al loened, an dud)
Kaout bugale, re vihan niverus.
An dud a struj. Strujañ a ra al laou. Al logod-se a strujo fonnus.
DHS. paotaat.
4. (db. an dud)
Brasaat ha tevaat.
Ne c'hwezh na ne struj ar paotr-mañ.
HS. kreñvaat, profitañ.
5. En em ledañ, bezañ en e wellañ.
An droug zo o strujañ.
HS. kreñvaat.
6. DIZOARE (db. ar baotred ha loened zo)
Ermaeziañ sper.
HS. skopañ, strinkañ, tufañ.
II.
V.k.e.
1. Kinklañ gant glazur.
Strujañ an aoter. Troc'hañ brankoù pin evit strujañ dar ar c'hazarn.
2. (db. an douar)
Lakaat da vezañ strujus.
HS. druzañ.
III.
Impl. da ak.
Obererezh teuler struj (I 1).
Kouezhañ a ra ar glaveier en hañv, mare ar strujañ.
Daveenn :
GON.II
pg struja (rendre ou devenir fertile ou fécond. fertiliser. il se dit plus particulièrement en parlant de la terre et des plantes).
strujet
1850
Daveenn :
GON.II
pg struja (rendre ou devenir fertile ou fécond. fertiliser. il se dit plus particulièrement en parlant de la terre et des plantes. Part.)
N'em eus ket gellet strujañ an douar-mañ.
N'em eûz két gellet struja ann douar-ma.
1850
Daveenn :
GON.II
pg struja (je n'ai pas pu rendre cette terre fertile).