Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Stummoù pleget : 
7
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. 1. (db. an traoù, an dud) Diskempenn, zo diskempenn e zoare. Distruj e kavan an ti pa ne vez ket fichet ar gweleoù. Ur paotr yaouank distruj. 2. (db. an dud) Zo doare gantañ da vezañ dinerzh, skuizh, klañv. Bezañ kastiz ha distruj. Distruj ha roufennet eo e zremm. Ken distruj hag un den marv eo. & Ent strizh Treut-tre. 3. (db. an traoù) E stad fall. Distruj e oa aet ar maner. II. (db. an douar) N'eo ket strujus. HS. difrouezh.

Skouerioù istorel : 
2
Kuzhat roll ar skouerioù

distruj

1732
Daveenn : GReg pg fruit (Qui ne porte pas de fruit, sans fruit, bas Leon.)

P'en em welas distruj, hep blevenn wenn na du, / Ec'h anavezas mat o gwiridig, o zu.

1867
Daveenn : MGK p64

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial