I.
H.g.
1. (db. an traoù)
Santad displijus a vez ouzh blazioù, c'hwezhioù, gweloù hag a laka ar galon da sevel.
Evel heug en deus an den o sellet ouzh traoù ken lous. Ouzh ar melc'hwed am bez bepred un doñjer didrec'hus, ken ma ra heug din skrivañ ar ger.
&
Trl.
Kaout heug ouzh udb. : bezañ heuget gantañ.
Hor c'halon he deus heug ouzh ar boued dister-se.
&
Reiñ heug da ub. : e heugiñ.
Heug a ro ar boued-se din.
2. Trl. (db. an dud)
Kaout heug ouzh ub. : bezañ heuget gantañ, gant e zoareoù, h.a.
Ur vamm n'he deus morse a heug ouzh he bugale.
II.
G.
Tra heugus.
Un heug eo an dra-se.
Un heug e oa sellet outo.
HS. doñjer, rukun.
Référence :
GReg
pg (a contre) coeur (avec repugnance; parlant des aliments), (avec aversion, avec regrets)
reiñ heug, reiñ doñjer, reiñ reked, da ur re
rei heug, rei dongèr, rei reqed, da ur re
1732
Référence :
GReg
pg degouter (rebuter, empêcher quelqu'un de manger)
digas heug, doñjer, reked, regred, da ur re
digaçz heug, donger, reqedd, regredd, da ur re
1732
Référence :
GReg
pg degouter (rebuter, empêcher quelqu'un de manger)
heug
1732
Référence :
GReg
pg aversion (aversion de quelques mets), aversion (aversion, repugnance), bondissement (du coeur), dégoût (provenant de la malpropreté des mets, ou d'une repletion de bile)
kaout heug
cahout heug
1732
Référence :
GReg
pg aversion (avoir de l'aversion)
bet heug
1732
Référence :
GReg
pg aversion (avoir de l'aversion)
heug am eus
heug am eus
1732
Référence :
GReg
pg bondir (le coeur me bondit, me souleve)
heug
heucq
1732
Référence :
GReg
pg bondissement (du coeur)
heug
heûg
1850
Référence :
GON.II
pg doñjer, heûg
heug
heûk
1850
Référence :
GON.II
pg érez, hérez
heug a ro ar boued-se din
heûg a rô ar boéd-zé d'în
1850
Référence :
GON.II
pg heûg
Hag anaout a rit « La Mujer Desnuda » gant Blasco Ibañez?... Un heug. Gwashoc'h eget loustonioù Zola, ma ranker krediñ...
1949
Référence :
SIZH
p.47
Amezeg hemañ, ar breur Francisco, a zistagas etre e zent : - Heug ha doñjer am eus outo !... Hag e skrijas, - Gwad ha kourailhoù tout, emezañ c'hoazh e chuchumuchu.
1949
Référence :
SIZH
p.41
Gant heug hag euzh 'karnont da zont / Ha m'en em gavont, 'vo dre heg.
Gant heug hag euz 'karnont da zont / Ha m'en em gavont, 'vo dre heg.