gand heug
heug
bet heug
Amezeg hemañ, ar breur Francisco, a zistagas etre e zent : - Heug ha doñjer am eus outo !... Hag e skrijas, - Gwad ha kourailhoù tout, emezañ c'hoazh e chuchumuchu.
Hag anaout a rit « La Mujer Desnuda » gant Blasco Ibañez?... Un heug. Gwashoc'h eget loustonioù Zola, ma ranker krediñ...
Bete-vremañ, soñj am eus gant heug eus an dra iskis : drailhennoù [b]ara duoc’h eget hor bara segal, troc’het moan-moan, lardet gant amann pe lard gwazi, ur gwiskad koñfitur war-benn, un tamm harink dindan ul libistrad keuz c’hwerv a-walc’h – gortozit ’ta, n’eo ket echu c’hoazh ! – ha d’an diwezh un hanter vi poazh !
Heug am eus betek-hen diouzh ur boultrenn villiget am beze da gas d’an traoñ bep beure war yun gant ur veskennad Valaga ; abaoe, n’on ket zoken evit klevout komz eus an evaj-se. (1)
Hag ar beorien ’ta !... a bep tu d’an hent, war bennoù o daoulin, pe harpet ouzh ar c’hleuzioù, bez’ e veze regennadoù klaskerien[-]vara, paotred ha merc’hed, kozh ha yaouank, dall, moñs, pe vac’hagnet, darn war flac’hioù, darn-all [darn all] hep gar ebet ha kluchet en ur c’hased izel war rojoù, hemañ oc’h eoniñ,[]skoet gant an droug-sant, henhont gant trouskennoù ha goulioù spontus, un heug hag ur rukun sellout outo !
Deoc'h ra blijo galv ar bedenn / ' Gas e c'harm eus ar c'houeledenn / M'en em zifret enni gwastet / Gant an heug en deus e fastet.