I.
Fetis
Perzh ub., udb. zo bras e vent.
Braster an enezenn.
II.
Difetis
1. Pouez bras zo gant udb.
Braster e c'halloud.
2. Perzh ar pezh zo meur, uhel.
Braster, sked ur yezh. Braster an den. Braster an ene. Braster an neñv. Braster an Aotrou Doue.
Référence :
GReg
pg grandeur (La grandeur de la Chambre.)
brasder
1732
Référence :
GReg
pg atrocité, capacité (étenduë d'un lieu), enormité (grandeur, excès), grandeur (ce qui est opposé à la petitesse), grieveté (énormité, grandeur)
N'anavezan ket ar brasder eus e c'halloud.
Né anavézann kéd ar brasder eûz hé c'halloud.
1850
Référence :
GON.II
pg brasder (Je ne connais pas la grandeur, l'étendue de son pouvoir).
Référence :
GON.II
pg brasder (Grandeur. Etendue. Pl.) (les grandeurs, les dignités, les distinctions).
Manos-hen a oa gwir skeudenn e dad, hag e oar an holl petra eo dremm, neuz-vent, braster, ha nerzh an doue-se, hon tad deomp-ni gwitibunan, he deus e gened talvezet dezhañ al lesanv a « Belatukadros ».
Manos-hen a oa gwir skeudenn e dad, hag e oar an holl petra eo dremm, neuz-vent, braster, ha nerz an doue-ze, hon tad d’eomp-ni gwitibunan, he deus e gened talvezet d’ezan al les-ano a « Belatukadros ».
1923
Référence :
SKET
p.42
Braster o feiz en doueed ha nerzh o glanded, setu an daou skor m’en em harpe warno mibien Vanos d’o c’has da benn.
Braster o feiz en doueed ha nerz o glanded, setu an daou skor m’en em harpe warno mibien Vanos d’o c’has da benn.
1923
Référence :
SKET
p.76
Ha setu amañ perak : dre ma ro ar Ouiziegezh trec’h, braster ha mestroni.
Ha setu aman perak : dre ma ro ar Ouiziegez trec’h, braster ha mestroni.
1924
Référence :
SKET.II
p.42
braster
1927
Référence :
Geri.ern
pg bras
brasterioù
brasteriou
1927
Référence :
Geri.ern
pg bras
En ur vro vrav, en ur vro veneziek, pe war ribl ar mor, pe e-kreiz ar c'hoadoù bodennek, eo e sav spered an dud yaouank betek brasder an Divent.
En eur vro vrao, en eur vro veneziek, pe war ribl ar mor, pe e-kreiz ar c'hoadou bodennek, eo e sav spered an dud yaouank betek brasder an Divent.
1944
Référence :
EURW.1
p14
Note d'étude
Vi-koukoug e geriadur an Tad Maner, "gandeur" a rankje bezañ bet skrivet "grandeur".