Kaer en deus treiñ ha distreiñ, ne zeu ket ar c'housked dezhañ. Re domm eo en e logig. Hag atav an tan en e wad. Diwiskañ a ra e roched. Sevel a ra. Emañ e noazh-pilh en noz teñval-dall. Ur vezh dudius a laka e gorf da skrijañ.
N'eo ket abalamour ne oa ket un den a feiz, ar c'hontrol eo ; re vil, war a grede dezhañ, e veze graet d'an Aotrou Doue en ilizoù, ha hervezañ re griz holl e oa ar veleien : « Ur vezh eo dezho, emezañ, leuskel hor Salver da baouranteiñ e noazh-pilh, koulz eo lavarout, war e groaz ».
Goude kreisteiz e teuas va zro da vezañ ensellet e noazh-pilh evel un aneval gant ur mezeg kozh, hag o vezañ ne gavas ennon na si na namm, ha netra da damall d'am c'halon, d'am skevent na d'am avu, e tisklerias [tisklêrias] e oan dellezek da vezañ martolod.
noazh-pilh
Mots précédents
Mots suivants
pilh